Burgh Island a zo un enezenn lec'hiet a-dal da Bigbury-on-Sea, ur gêriadenn eus distrig Su Hams, en Devon (Bro-Saoz).

Al lec'h m'emañ Burgh Island.
Burgh Island, luc'hskeudennet
eus Bigbury-on-Sea.

Bihan-bihan eo Burgh Island dre n'eus nemet c'hwezek devezh-arat dindani. N'emañ ket pell diouzh an douar bras ha gallout a reer mont di war droad pa vez ar mor en e zaere.

Prenet e voe an enezenn gant an arzour breizhveuriat G. H. Chirgwi (1854-1922) e 1895, kent bezañ adprenet e 1927 gant ar produour Archibald Nettlefold (1870-1944). Eno e savas un ti gwenn mod Arz-kinklañ hag a voe lakaet da leti — Burgh Island Hotel — e 1933. Pedet gantañ e reas ar romantourez yaouank Agatha Christie meur a chomadenn eno, o taremprediñ tud brudet ar mare, Sir Winston Churchill, Sir Noël Coward, Nancy Cunard, Edouarzh VIII and Wallis Simpson, an nijerez Amy Johnson, an aktourez Gertrude Lawrence, R. J. Mitchell[1], Lord Louis Mountbatten hag ar stollad The Beatles en o zouez.

Awenet e oa bet gant Burgh Island pa grogas-hi da skrivañ Ten Little Niggers[2] hag anvet e voe an enezenn vihan "Nigger Island" da gentañ-penn, "Indian Island" ha "Soldier Island" pa voe kemmet titl an oberenn en And Then There Were None[3].

Adimplijet e voe Burgh Island gant Christie en he romant Evil Under The Sun (1941) : e Burgh Island Hotel an hini eo e kas an igounier belgiat Hercule Poirot e vakañsoù.

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr) François Rivière & Jean-Bernard Naudin, les promenades d ' Agatha Christie, Éditions du Chêne, 1995, pajennoù 73-96.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Tad ar Supermarine Spitfire.
  2. Embannet e 1939 e Rouantelezh-Unanet.
  3. Adembannet e 1940 e Stadoù-Unanet Amerika.