Amy Johnson, bet ganet d'ar 1añ a viz Gouere 1903 e Kingston upon Hull (Kingston upon Hull) hag aet da Anaon en aber ar stêr Davoez d'ar 5 a viz Genver 1941, a oa un nijerez vreizhveuriat.
Brudet eo evit bezañ ar c'hentañ maouez o leviañ eus Bro-Saoz da Aostralia, e 1930. Meur a rekord hed all a yeas ganti er bloavezhioù 1930, en he unan pe gant he fried Jim Mollison (19051959).

Amy Johnson, CBE

War-dro 193335
Ganedigezh 1 Gouere 1903
Kingston upon Hull
East Riding of Yorkshire East Riding of Yorkshire
Marv 5 Genver 1941
Aber an Tavoez
Broadelezh  Breizhveuriat
Micher Levierez
Ijinourez

Breved 1929
Erru en Aostralia, 1930

Yaouankiz

kemmañ

An hini goshañ eus peder merc'h John William Johnson, ezel eus un tiegezh nevidourien pesked, hag e wreg Amy Hodge, merc'h-vihan maer Hull e 186061, e oa Amy.
Goude bezañ bet diplomet war an armerzh e skol-veur Sheffield e 1925 e tistroas d'ar gêr da vezañ stummet war ar sekretouriezh. Labour a gavas e ti ur c'hontaouer, met ret e voe dezhi dilezel tri miz diwezhatoc'h abalamour d'un diwaskadenn nervel. En nevezamzer 1926, e-kerzh m'edo o tiglañvaat, he devoe he nijadenn gentañ.
Labour all a gavas en un ti-brudañ ; dre ma oa e sell da vont pelloc'h war an dachenn-se, ma oa bresk he yec'hed c'hoazh ha ma save dizemglev gant he zud e tilojas da Londrez e deroù 1927.

Ne gavas fred ebet er bruderezh eno, setu e troas war-du ar c'henwerzh : danvez-gwerzherez e voe en ur stal. Diwezhatoc'h e voe sekretourez en ur c'huzulva alvokaded, ma chomas e-pad daou vloaz ; da alvokadez e vije aet Amy Johnson ivez panevet an nijerezh.

Levierez

kemmañ

E miz Gwengolo 1928 e voulc'has Amy Johnson deskiñ leviañ el London Aeroplane Club. Goude bezañ tapet he breved e 1929 e tilezas he labour sekretourez da vont da vekanikerez en nijva De Havilland ; eno e prientas an arnodenn da vont da ijinourez war an douar, a voe e miz Kerzu 1929. Amy Johnson e voe ar c'hentañ maouez diplomet evel ijinourez-douar gant Maodierniezh an Aer, hag e-pad ur mare e voe an hini brevedet nemeti er bed.
Brud a c'hounezas kerkent, alese he c'hoant da bilat rekord an Aostralian Bert Hinkler (18921933) hag en devoa leviet en e unan eus Bro-Saoz da Aostralia e miz C'hwevrer 1928.

Gant sikour he zad ha Lord Wakefield, anezhañ diazezer an embregerezh Castrol, e prenas Amy Johnson un nijerez eil dorn, un de Havilland DH.60 Gipsy Moth marilhet G-AAAHE. D'ar 5 a viz Mae 1930 e tibradas eus Croydon (Surrey) hag e levias a-hed 18 000 km war-du Darwin, ma pradas d'ar 24 a viz Mae goude un nijadenn 18 devezh ; ne voe ket pilet rekord B. Hinker (15,5 devezh) met dre ma voe A. Johnson ar c'hentañ levierez o nijal en he unan betek Aostralia e voe anvet da Gommandourez en Urzh an Impalaeriezh Vreizhveuriat (CBE) gant ar roue George V d'an 3 a viz Mezheven da geñver e 65vet deiz-ha-bloaz[1]. Enorioù all a voe deroet dezhi : an Harmon Trophy stadunanat, Medalenn aour Kevredigezh an Ijinourien (Society of Engineers), Medalenn aour ar Royal Aero Club ha breved niv. 1 Aostralia.

Pa zistroas da Vro-Saoz e voe profet dezhi ur Gipsy Moth nevez, marilhet G-AAZV[2]. War bourzh an ardivink-se e voe Amy Honson hag he c'henlevier Jack Humphreys an dud kentañ o nijal war-eeun eus Londrez da Voskov en un devezh, e 1931 ; kerkent hag erru eno e nijjont dreist Siberia betek Tokyo, o seveniñ ar c'hentañ nijadenn Londrez-Tokyo war an dro. Ur Gipsy Moth G-ABDV a voe profet d'al levierez adarre pa voe distro d'he bro.

E 1932 e timezas Amy Johnson gant an nijer skosat Jim Mollison, en devoa tapet meur a rekord dija. E miz Gouere ar bloaz-se end-eeun e nijas al levierez en he unan eus Londrez da Gape Town (Suafrika) – pilet rekord nevez-flamm (Meurzh 1932) he fried ganti.[2] Bloaz goude, e miz Gouere 1933, e tibradas ar c'houblad war bourzh un de Havilland 84 Dragon I marilhet G-ACCV eus Bae Caerfyrddin (Kembre) war-du Brooklyn e New York ; re verr an trelosk ennañ avat e stokas an ardivink ouzh an douar e Stratford (Connecticut), ur 100 km bennak hepken a-raok pal an nijadenn ; gloazet e voe A. Johnson hag he fried er gwallzarvoud.

E 1934, ar c'houblad a gemeras perzh en nijadeg MacRobertson Air Race Londrez-Melbourne war bourzh un de Havilland DH.88 Comet ; ret e voe dezho dilezel an nijadeg en Allahabad (India) abalamour da gudennoù gant ar c'heflusker, met ganto e oa aet rekord an tizh etre Breizh-Veur hag India evelato.[2]

E miz Mae 1936 ez adtapas Amy Johson ar rekord London-Cape Town en he unan war bourzh ur Percival Gull Six marilhet G-ADZO[3].

Diaesoc'h-diaesañ e voe dimez ar re Vollison, abalamour ma veze kevezerezh etrezo a-fed rekordoù ha ma troe Jim Mollison da vezvier a vare da vare ; e 1938 e voe torret an dimez, ha distreiñ d'he anv dimezell a reas Amy Johnson.

Eil Brezel-bed ha marv

D'an 20 a viz Mae 1940 ez emezelas Amy Johnson er British Air Transport Auxiliary (A.T.A.) en R.A.F., ma servije Jim Mollison ivez. Eno e treuzkasas nijerezioù Avro Anson d'an talbennoù betek miz Kerzu 1940 ; da neuze e voe karget da zezougen nijerezioù eus al labouradegoù da vonioù an R.A.F.

P'edo o treuzkas un nijerez Airspeed Oxford eus Prestwick da Oxford d'ar 5 a viz Genver 1941 e kejas Amy Johnson ouzh ker fall amzer ma rankas diroudañ ; da hesk ez eas beol an trelosk ha sankañ a reas an ardivink en aber ar stêr Tavoez nepell diouzh Herne Bay.
Gwelet e voe he harz-lamm, ur vag a voe kaset d'he sikour, hogen dic'houest e voe al levierez da dapout krog er c'herdin a voe stlapet outi ha beuziñ a reas dindan kouc'h al lestr.

Biskoazh ne voe kavet korf Amy Johnson. Peogwir e oa un ezel eus an ATA emañ an anv Amy V. Johson engravet an Air Forces Memorial e Runnymede, Surrey.

Levrlennadur

kemmañ

Limmoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. (en) 'The London Gazette, 03/06/1930. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (en) 'Amy Johnson'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  3. (en) 'The World at Her Feet: Amy Johnson Takes on Australia'. Kavet : 24 Mezheven 2019.