Ur sant brezhon eus Kembre er VIvet kantved eo Cadfan pe Kadvan.

Ur priñs e vije bet, mab da Eneas Lydewig ha da santez Gwenn, intañvez Fragan. Neuze e vije lezvreur d'ar sent Gwezhenneg, Jagu, ha Gwennole. Desket e vije bet e Llanilltud Fawr evel kalz a sent all.

Bez' e oa unan eus ar sent-se a reas meur a veaj etre Breizh ha Kembre. Gantañ e vije bet savet iliz Sant Cadfan e Tywyn, ha bet eo abad kentañ Ynys Enlli.

Mont a reas da Vreizh gant ar manac'h Cynllo, ha gantañ e vije bet savet parrez Kavan e Treger.

Enoret e vez Kadvan e Plougerne. Roet en deus e anv ivez da Llangadfan e Sir Drefaldwyn, e reter Kembre.

Lidet e vez d'ar 1añ a viz Du.

Darn eus an traoù a ouzer diwar e benn a deu eus ur varzhoneg Canu Cadfan gant Llywelyn Fardd en XIIvet kantved. Hervez Levr Llandaf ez eas war vor eus Arvorig da Dywyn.

Pennad kar

kemmañ

Tud all zo bet anvet Cadfan.

Levrlennadur

kemmañ
  • Sainte Guen Teirbron (Alba Trimammis) et saint Cadvan, Bulletin de la Société archéologique du Finistère, II, 1874