Caganer
Caganer ("kac'her", caganers el liester) zo anv un delwennig henvoazel katalan ma weler ur paotrig diskennet e vragoù hag o tiskouez e beñsoù, o kac'hat en ur c'horn eus kraou Nedeleg, a-drek ur wezenn. Tennañ a ra da Gakker Flandrez. Dont a rafe ar c'hiz eus krevier Nedeleg an amzer wechall. E gwirionez e vez kavet kac'herien er c'hrevier Nedeleg e Spagn hag e Portugal ivez.
A bep seurt caganer a gaver hiziv, eus a bep seurt micherioù, politiker ha beleg en o zouez. Merc'hed zo ivez.
E 2008 e veze gwerzhet Barack Obama, Hugo Chávez, Cristina Fernández de Kirchner ha Lula da Silva er stumm caganer, hag e 2013 e voe tro Lionel Messi, Angela Merkel, Vladimir Poutin, Nelson Mandela hag ar pab Frañsez. Bep bloaz e vez krouet re nevez : e 2020 ez eus bet krouet caganers masklet abalamour d'ar c'hleñved-red COVID-19[1].
-
Caganers
-
Caganer en ur c'hraou Nedeleg
Liammoù diavaez
kemmañPennadoù kar
kemmañ- Un dudenn all, an Tió de Nadal ("Etev an Nedeleg" e katalaneg), a vez lakaet ivez e kraou Nedeleg hag a vez bazhataet evit ober dezhañ kac'hat madigoù.
Notennoù
kemmañ- ↑ (fr) Caganers masklet e 2020.