Charente-Maritime

departamant gall
(Adkaset eus Charente-Inférieure)
Charente-Maritime
Ardamezioùlogo
Charente-Maritime
Melestradurezh
Riez Frañs Frañs
Rannvro Akitania-Nevez
Pennlec'h
(prefeti)
ar Roc'hell
Isprefetioù Jonzac
Rochefort
Saintes
Saint-Jean-d'Angély
Prezidant ar c'huzul-departamant Dominique Bussereau (UMP)
Prefed Nicolas Basselier
Kod EBSSA 17
Kod ISO 3166-2 FR-17
Kod Eurostat NUTS-3 FR532
Poblañsouriezh
Poblañs 655 709 ann. (2020)[1]
Stankter 96 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù 45° 45′ Norzh
0° 45′ Kornôg
/ 45.75, -0.75
Gorread 6 864 km²
Adrannoù
Arondisamantoù 5
Pastelloù-bro 5
Kantonioù 27
Etrekumuniezhioù 12
Kumunioù 463

Ar Charente-Maritime zo un departamant krouet e 1790, e kornôg Bro-C'hall, war lez ar Meurvor Atlantel. Evel an departamant Charente eo savet e anv diwar hini ar stêr Charente, hervez giz an darn vrasañ eus an departamantoù gall. Ar Roc'hell (La Rochelle e galleg) eo ar pennlec'h anezhañ.

An niverenn 17 zo bet lakaet dezhañ e roll ofisiel an departamantoù. Pa oa bet krouet ar rannvroioù gall e oa er er rannvro Poitou-Charentes; abaoe 2016 emañ en Akitania-Nevez.


Arondisamantoù Charente-Maritime kemmañ

Istor kemmañ

Saintes a voe lakaet da bennlec'h pa voe krouet an departamant diwar proviñs kozh Aunis, ar Saintonge hag un tamm eus ar Poatev hag un nebeud parrezioù eus an Angoumois.
E 1810 e voe lakaet ar Roc'hell da bennlec'h gant un dekred ag an Impalaer gall Napoleon Iañ.

 
Eus ar proviñsoù d'an departamant.

Charente-Inférieure a oa e anv-orin, cheñchet e oa gant al lezenn d'ar 4 a viz Gwengolo 1941. Adalek an 1añ a viz Genver 2016 emañ e-barzh ar rannvro nevez Akitania-Nevez, a-raok e oa e-barzh rannvro Poitou-Charentes.

Douaroniezh kemmañ

Un talbenn mor en deus ar Charent-Maritime gant ar Meurvor Atlantel hag ar Gironda.

Peder enez en deus :
- Enez Ré,
- Enez Aix,
- Enez Madame, an hini vihanañ,
- Enez Oléron, an hini vrasañ gant ur gorread a 174 m².
Ret eo menegiñ ivez Enez Nôle, un enezig.

Armerzh kemmañ

Ar greanterezh n'eo ket diorreet, al labourerezh-douar, ar c'hreginerezh hag an touristerezh ne lavaran ket.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA