Charlez VII (Bro-C'hall)
Charlez VII a Vro-C'hall a voe roue Bro-C'hall eus 1422 da 1461 war-lerc'h e dad Charlez VI, aet da foll. Ganet e oa bet e Pariz e 1403 ha marvet e oa e Mehun-sur-Yèvre e 1461. Evel daofin dilezet hag evel roue en deus stourmet enep ar Saozon o doa kemeret ar galloud war lodenn vrasañ e rouantelezh ken e teuas da-benn skarzañ anezho kuit e 1453 ha dre-se en deus lakaet un termen da Vrezel Kant Vloaz. Lesanvet e oa bet "roue bihan Bourges" gant e eneberien.
Buhez
kemmañE 1417 e resevas dugelezh ar Berri, met e tleas e 1418 mont kuit eus Pariz dindan gwask e eontr, Yann Dispount, dug Bourgogn, hemañ o klask tapout ar rouantelezh.
Dre feur-emglev Troyes (1420) e anavezas ar Rouanez Izabel Bavaria m'en doa ar roue saoz Herri V ar beli war ar rouantelezh gall hag e oa dishêret an daofin Charlez (mab chomet nemetañ Izabel ha Charles VI) war zigarez e vije ur bastard anezhañ.
Nac'hañ a reas Charlez ar feur-emlev hag e stalias e lez e kêr-benn e dugelezh,Bourges, e kreiz ar rouantelezh, evit ren ar brezel enep ar Saozon. Eno e embannas e 1418 bezañ lezroue pa oa e dad klañv-fall e benn.
E 1419 e asantas kaout un emglev gant Yann Dispont war ur pont e Montereau. An traoù a yeas ken trenk etre aotrounez an div gostezenn ma oe savetaet Charlez diouzh ar marv gant Tangi ar C'hastell hag e oe kontellet d'ar marv e eontr Yann, dug Bourgogn.
Kaset e voe eus Bourges da Reims gant Janed Ark da vezañ kurunennet eno. War e lerc'h ez eas e vab Loeiz XI da roue.
Eured ha bugale
kemmañDimezet a reas e 1422 da Mari Anjev (1404-1463), ha bugale o doe.
Brudet eo e vestrez Agnès Sorel, met nebeutoc'h an hini a gemeras he lec'h e gwele ar roue, Antoinette de la Maignelais, a rankas mont da repuiñ da Vreizh war-lerc'h marv ar roue.
Bugale
kemmañDigant Mari Anjev en doe:
- Loeiz (1423-1483), roue Bro-C'hall war-lerc'h e dad.
- Jean, marv-ganet d'an 19 a viz Gwengolo 1425.
- Radegonde, ganet e Chinon e 1428, marvet e Teurgn e 1445, prometet en 1430 da Sigismund Aostria.
- Catherine, ganet war-dro 1431 pe 1432 ha marvet en 1446, pried da Charlez an Her, neuze kont Charolais
- Jacques (1432-1437)
- Yolande (1434-1478) dimezet da Amedeo a voe dug Savoia en 1452. Pa varvas he fried e voe rejantez Savoia.
- Jeanne (1435-1482), dimezet en 1452 da Jean II de Bourbon.
- Philippe (1436-1436)
- Marguerite (1437-1438)
- Jeanne (1438-1446) ;
- Marie ((1438-1439)
- Marie (1441-1441) ;
- Madalen (1443-1495), en 1462,
- dimezet da Gaston Foix, priñs Viana ; rejantez Navarra adal 1479 betek 1494 .
- Charlez Bro-C'hall (1446-1472).
En e raok: Charlez VI |
Rouaned Bro-C'hall 1422 – 1461 |
War e lerc'h: Loeiz XI |