Christopher Clive Froome, a vez graet Chris Froome anezhañ, a zo ur reder marc'h-houarn a vicher eus ar Rouantelezh-Unanet, ganet d’an 20 a viz Mae 1985 e Nairobi (Kenya) ha savet e Suafrika.

Chris Froome e 2013.

Buhez kemmañ

Froome, gant kerent saoz, a zo ganet e Kenya ha desavet eo bet e Suafrika. Abaoe 2008 en deus ul lisañs evit ar marc'h-houarn e Bro-Saoz. E 2007, d'an oad a 22 vloaz, Froome a zo deuet da vezañ ur reder marc'h-houarn a-vicher er skipailh Konica Minolta.

Doperezh kemmañ

 
Geraint Thomas ha Christopher Froome e-pad Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 2018

Douetañs a zo e vefe bet dopet Crhistopher Froome meur a-wech met betek-henn n'eus ket prouenn anat ebet.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.