Contradusta walkeri

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Contradusta walkeri

Hoc'hig-mor Walker
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Contradusta
Anv skiantel
Contradusta walkeri
(G. B. Sowerby I,1832)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Contradusta walkeri a zo unan eus an tri spesad a vez renket er genad Contradusta e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a-walc'h betek ral a-walc'h a vev eus ar Meurvor Indez da Norzh Aostralia, betek Reter Meurvor Habask, an aliesañ etre 5 ha 25 m donder war hag etre korail bev ha dindan mein, pe tostoc'h eus an aod bev e lec'hioù fankeg diouzh an isspesadoù.

Taksonomiezh

kemmañ

Diskrivet eo bet ar spesad gant Sowerby e 1832 dindan an anv genad Cypraea[2],[3].

Roet eo bet an anv spesad en enor d'an Ao.Walker, dastumer perc'henn ar grogenn diskrivet.

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Contradusta walkeri bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea walkeri Sowerby, 1832 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea hag anv an diskrivadenn.
  • Erronea walkeri Sowerby, 1832 anv aet da get.

Isspesadoù

kemmañ

Tri isspesad a zo bet diskrivet :

  • Contradusta walkeri walkeri Sowerby, 1832 isspesad divoutin a vev eus ar Meurvor Indez betk Norzh Aostralia.
  • Contradusta walkeri surabajensis Schilder, 1937 isspesad da vezañ kadarnaet,boutin a-walc'h a vev en Asia ar gevred.
  • Contradusta walkeri continens (Iredale, 1935) isspesad da vezañ kadarnaet, ral a-walc'h a vev en Aostralia hag er Melanezia.

Bevoniezh

kemmañ

Kregin brav ha boutin a-walc'h betek ral a-walc'h a vez kavet an aliesañ etre 5 ha 25 m donder war hag etre koural bev ha dindan mein, pe tostoc'h eus an aod bev dindan mein e lec'hioù fankeg diouzh an isspesadoù an hini eo.

Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 19 mm ha 32 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 12 mm pe ramz, betek 39 mm.

Gwelout ivez

kemmañ

Contradusta bregeriana, Contradusta lapillus, daou spesad gant livioù damheñvel.

Kartenn al lec'hioù bevañ

kemmañ

Lec'h bevañ ar spesad a zo eus ar Meurvor Indez da Norzh Aostralia, betek Reter Meurvor Habask.

Skeudennoù

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 20 a viz Meurzh 2015, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=530889(en)
  2. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 20 a viz Meurzh 2015,http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=530913(en)
  3. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)