Contradusta bregeriana
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor Breger
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Contradusta | ||
Anv skiantel | |||
Contradusta bregeriana (Crosse, 1868) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Contradusta bregeriana a zo unan eus an tri spesad a vez renket er genad Contradusta e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a-walc'h a vev e Melanezia, draget alies gant bagoù er stradoù blod gant bezhin etre 10 m ha 45 m donder ha raloc'h kavet gant splujerien eus an aod bev betek 30 m war ar resif bev an hini eo.
Taksonomiezh
kemmañDiskrivet eo bet ar spesad gant Crosse e 1868 dindan an anv genad Cypraea[2],[3].
Roet eo bet an anv spesad en enor da M. Breger, dastumer kregin eus Kaledonia-Nevez.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Contradusta bregeriana bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea bregeriana Crosse, 1868 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea hag anv an diskrivadenn.
- Erronea bregeriana Crosse, 1868 anv aet da get.
Isspesadoù
kemmañDaou isspesad a zo bet diskrivet :
- Contradusta bregeriana bregeriana (Crosse, 1868)
- Contradusta bregeriana pervelata (Lorenz, 2002) (taxon inquirendum = isspesad o vezañ studiet)
Bevoniezh
kemmañKregin brav ha boutin a-walc'h a vez kavet draget alies gant bagoù er stradoù blod gant bezhin etre 10 m ha 45 m donder ha raloc'h kavet gant splujerien eus an aod bev betek 30 m war ar resif bev an hini eo
Ment
kemmañMentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 21 mm ha 27 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 15 mm pe ramz, betek 33 mm.
Gwelout ivez
kemmañContradusta walkeri, Chelycypraea testudinaria, daou spesad gant livioù damheñvel.
Kartenn al lec'hioù bevañ
kemmañLec'h bevañ ar spesad a zo er Melanezia. Kavet e vez e Kaledonia-Nevez.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 21 a viz Here 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=530889(en)
- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 18 a viz Here 2014,http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=530914(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)