Cribrarula pellisserpentis

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Cribrarula pellisserpentis
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Cribrarula
Anv skiantel
Cribrarula pellisserpentis
Lorenz ,1999
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Cribrarula pellisserpentis a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Cribrarula e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral ha nevez diskrivet a vev e Madagaskar er Meurvor Indez an hini eo.

Taksonomiezh

kemmañ

Diskrivet eo bet ar spesad gant Lorenz e 1999 dindan an anv genad Cribrarula hag hini ar spesad Cribrarula pellisserpentis[2],[3].

Talvezout a ra anv latin ar spesad pellisserpentis kroc'hen naer.

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Cribrarula pellisserpentis bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea pellisserpentis Lorenz, 1999 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.

Isspesadoù

kemmañ

N'eus isspesad ebet a zo bet diskrivet evit ar poent.

Bevoniezh

kemmañ

Kregin ral ha nevez diskrivet a vez kavet dindan reier hag e-barzh frailhoù adalek live an izel mor en dour fankek an hini eo.

Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 16 mm ha 25 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 14 mm pe ramz betek 27 mm.

Gwelout ivez

kemmañ

Spesadoù all ar genad Cribrarula gant livioù damheñvel ha dreist-holl Cribrarula esontropia ha Cribrarula cribraria comma .

Kartenn al lec'hioù bevañ

kemmañ

Lec'h bevañ ar spesad a zo e Madagaskar er Meurvor Indez .

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'ar 14 a viz Eost 2015,http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=391592(en)
  2. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'ar 14 a viz Eost 2015,http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=457768(en)
  3. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)