Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Cribrarula taitae
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Cribrarula
Anv skiantel
Cribrarula taitae
Burgess ,1993
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Cribrarula taitae a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Cribrarula e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral a vev e Melanezia hag e Polinezia ar c'hornog er Meurvor Habask an hini eo.

Taksonomiezh

kemmañ

Diskrivet eo bet ar spesad gant Burgess e 1993 dindan an anv genad Cribrarula hag hini ar spesad Cribrarula taitae [2],[3].

Roet eo bet anv ar spesad taitae en enor da Grace Tait Burgess, gwreg an diskriver.

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Cribrarula taitae bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea taitae (Melvill, 1888) hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.

Isspesadoù

kemmañ

N'eus isspesad ebet a zo bet diskrivet evit ar poent.

Bevoniezh

kemmañ

Kregin ral a vez kavet war an aod vev dindan hag e-barzh koural war vord al lagon an hini eo.

Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 12 mm ha 15 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 9 mm pe ramz betek 22 mm.

Gwelout ivez

kemmañ

Spesadoù all ar genad Cribrarula gant livioù damheñvel ha dreist-holl Cribrarula gaskoini, Cribrarula cumingii ha Cribrarula catholicorum .

Kartenn al lec'hioù bevañ

kemmañ

Lec'h bevañ ar spesad a zo e Melanezia hag e Polinezia ar c'hornog er Meurvor Habask.

Skeudennoù

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'ar 14 a viz Eost 2015, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=391592(en)
  2. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'ar 14 a viz Eost 2015,http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=567603(en)
  3. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)