Cypraeovula alfredensis
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor Port Alfred
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Cypraeovula | ||
Anv skiantel | |||
Cypraeovula alfredensis (Schilder & Schilder,1929) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Cypraeovula alfredensis a zo unan eus an seitek spesad a vez renket er genad Cypraeovula e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral a-walc'h a vev e gevred Suafrika an hini eo.
Taksonomiezh
kemmañDiskrivet eo bet ar spesad gant Franz Alfred Schilder & Maria Schilder e 1929 dindan an anv genad Luponia hag hini ar spesad Luponia edentula alfredensis[2],[3].
Dont a ra anv ar spesad alfredensis eus Port Alfred ur barre e gevred Suafrika.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Cypraeovula alfredensis bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea alfredensis (Schilder & Schilder, 1929) hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Cypraea edentula alfredensis (Schilder & Schilder, 1929) o welet ar spesad evel unispesad eus ar spesad Cypraeovula edentula evel an diskriverien.
- Luponia edentula alfredensis Schilder & Schilder, 1929 anv an diskirvadur met anv aet da get.
Isspesadoù
kemmañDaou isspesad a zo bet diskrivet diouzh al lec'h ma vevont ha nebeut variadennigoù stumm pe liv :
- Cypraeovula alfredensis alfredensis (Schilder & Schilder, 1929)
- Cypraeovula alfredensis transkeiana Lorenz, 2002
Bevoniezh
kemmañKregin ral a-walc'h a vez kavet gant splujerien dindan reier etre 5 m ha 55 m donder. Ral a-walc'h e vez draget eus donderioù brasoc'h. Kavet e vez kregin goullo kaset war an aod (beached) alies a-walc'h.
Ment
kemmañMentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 21 mm ha 27 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 18 mm pe ramz betek 32 mm.
Gwelout ivez
kemmañSpesadoù all ar genad Cypraeovula ha dreist-holl Cypraeovula edentula ha Cypraeovula mikeharti
Kartenn al lec'hioù bevañ
kemmañLec'h bevañ ar spesad a zo e gevred Suafrika .
Skeudennoù
kemmañ-
Diaz ur grogenn Cypraeovula alfredensis
-
Diaz ha kostez ur grogenn Cypraeovula alfredensis
-
Ahel enrollañ ha kostez ur grogenn Cypraeovula alfredensis
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'ar 14 a viz Eost 2015, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=205648(en)
- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'ar 14 a viz Eost 2015,http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=390547(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)