Cypraeovula algoensis
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor Bae Algoa
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Cypraeovula | ||
Anv skiantel | |||
Cypraeovula algoensis (Gray,1825) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Cypraeovula algoensis a zo unan eus ar seitek spesad a vez renket er genad Cypraeovula e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral a-walc'h a vev e gevred Suafrika an hini eo.
Taksonomiezh
kemmañDiskrivet eo bet ar spesad gant Gray e 1825 dindan an anv genad Cypraea hag hini ar spesad Cypraea algoensis[2],[3].
Dont a ra anv ar spesad algoensis eus Algoa Bay e mervent Suafrika.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Cypraeovula algoensis bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea algoensis Gray, 1825 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Cypraea algoensis f. batsatensis Bodoni, 1985 gant ur stummm ha n'eo ket degemeret
- Cypraeovula algoensis algoensis (Gray, 1825) gant anv an isspesad tip
- Cypraeovula algoensis var. sanfrancisca Chiapponi, 1999 gant anv ur stumm ha n'eo ket degemeret
Isspesadoù
kemmañTri isspesad a zo bet diskrivet diouzh al lec'h ma vevont ha nebeut variadennigoù stumm pe liv :
- Cypraeovula algoensis namibiensis Massier, 2006 isspesad e gevred Suafrika
- Cypraeovula algoensis permarginata Lorenz, 1989 isspesad ral-tre a vev eus Beg Agulhas betek Bae Algoa.
- Cypraeovula algoensis algoensis (Gray, 1825) isspesad tip boutin a-walc'h a vev eus Bae Table betek Bae False
Bevoniezh
kemmañKregin boutin a-walc'h betek ral-tre diouzh an isspesadoù a vez kavet war mogerioù reier, e-pad an deiz etre 25 ha 50 m donder. An isspesad ral-tre permarginata a vez kavet donoc'h e toulloù-trop legestr etre 100 ha 400 m donder.
Ment
kemmañMentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 19 mm ha 27 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 17 mm pe ramz betek 33 mm.
Gwelout ivez
kemmañSpesadoù all ar genad Cypraeovula ha dreist-holl Cypraeovula edentula, Cypraeovula connelli ha Cypraeovula mikeharti hag ivez Notocypraea comptonii
Kartenn al lec'hioù bevañ
kemmañLec'h bevañ ar spesad a zo e su ha mervent Suafrika .
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'ar 15 a viz Eost 2015, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=205648(en)
- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'ar 15 a viz Eost 2015,http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=216847(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)