Ur yezh iranek eus skourr yezhoù ar gwalarn eo an dareg (dari), komzet gant tro-dro da 2.000-3.000 den (Zoroastrianed dreist-holl) evel yezh kentañ tro-dro d'ar c'hêrioù Yazd ha Kerman e kreiz Iran.

Dareg
(Dari)
Perzhioù
Komzet e : Iran
Rannved : Yazd, Kerman
Komzet gant : 2 000 - 3 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù Indezeuropek

 Indez-Iraneg
  Iraneg
   Gwalarn
    Dareg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2 ira
ISO 639-3
Kod SIL GBZ
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Div rannyezh pennañ ez eus, pep hini anezhe gant meur a isrannyezh:

  • Yazdeg
  • Kermaneg

Evit abegoù politikel hag ekonomikel emañ an dud o tilezel o yezh tamm-ha-tamm evit ober muioc'h-mui gant ar perseg ha peurliesañ ne vez ket desket an dareg d'ar vugale.

Ur yezh en arvar da vont da get an hini eo neuze.

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ