De Excidio Britanniæ

(Adkaset eus De excidio Britanniae)

De excidio Britanniae (A-zivout Diskar Breizh ) a zo ur sarmon skrivet gant ar manac'h brezhon Gweltaz (war-dro 500 – 570) ma tamall ennañ o oberoù da dud uhel e amzer. Ennañ e kaver un istor berr eus Enez Vreizh goude disparti ar Romaned e 410.

Teir darn an oberenn

kemmañ

Teir darn zo en oberenn.

  • En hini gentañ e tispleg ar perag eus e oberenn ha danevellañ a ra istor Breizh adalek an aloudabeg roman betek e amzer. Meuleudi a gan d'ar Roman Ambrosius Aurelianus a gasas ar Vrezhoned d'an emgann.
  • En trede darn ez a en-dro gant e glemmoù, ar wech-mañ a-enep ar veleien. Ne veneg anv ebet avat.

E livadur eus Breizh evel ur vro gwasket gant an aloudabegoù, ar breinadur hag ar brezel diabarzh, a voe degemeret gant an istourien e-pad un amzer hir peogwir e klote brav gant ar pezh a greded diwar-benn diskar an impalaeriezh roman ha peogwir e tisplege perak e komzed ur yezh saoznek e Bro-Saoz hiziv kentoc'h eget ur yezh romanek evel en darn vrasañ eus ar broioù deuet diwar-lerc'h an impalaeriezh roman en Europa ar c'hornôg.

An istourourien a-vremañ a vez evezhiekoc'h avat. Pal Gweltaz na oa ket ober ul levr istor met flatrañ emzalc'h an noblañs vrezhon. Gwirheñvel eo en deus lezet a-gostez kalz traoù ha ne gave ket talvoudus, ha daoust ma chom un oberenn eus ar re hollbouezus evit kompren darvoudoù deroù ar VIvet kantved e tleer he c'hemer gant evezh.

En De excidio Britanniae e lar Gweltaz ez eo ganet e bloaz Emgann Badon, lakaet gant an Annales Cambriae e 570. Annaloù Tigernach a laka e varv e 569, avat.

Levezon

kemmañ
  • Ar manac'h saoz Beda (672/673 – 26 a viz Mae 735) a implijas De excidio Britanniae da skrivañ e Historia ecclesiastica.
  • E fin ar marevezh hensaoznek e reas Alcuin gant oberenn Gweltaz evel ur patrom da livañ aloudabeg ar Vikinged.

Goulenn

kemmañ

Anv zo eus Vortigern el levr, hini ebet eus ar roue Arzhur. Kement-se a laka lod da lavarout ne oa ket eus Arzhur.

Daveoù

kemmañ
  • Saint Gildas. De Excidio Britanniae. Décadence de la Bretagne. Skrid gallek gant Christiane M. J. Kerboul-Vilhon. 1996. Editions du Pontic. 44 880 Sautron.
  • Gildas le Sage. Vies et oeuvres. Skrid gallek gant Christiane M. J. Kerboul-Vilhon. 1997 Editions du Pontic. 44 880 Sautron. Rakskrid a bouez gant Gwenael Le Duc, kelenner e Skol-Veur Breizh-Uhel diwar-benn an oberour.
  • Buhez Gweltaz, gant Caradoc Llancarfan, e saozneg.
  • Les Royaumes brittoniques au Très Haut Moyen-Age, Christian Y. M. Kerboul. 1997 Editions du Pontic - Coop Breizh.

Liammoù diavaez

kemmañ