Emgann Badon, Cad Mynydd Baddon e kembraeg, Bellum in Mons Badonicus e latin, a voe unan eus an emgannoù, en Enez Vreizh, etre 493 ha 516, ma voe trec'h arme ar Vrezhoned, renet gant ar roue Arzhur hervez ar vojenn, war an Angled hag ar Saksoned da goulz aloubidigezh Enez Vreizh er VIvet kantved.

Emgann Badon

Stlapet Kaledvoulc'h en dour
gant Sir Bedivere[1]
Maread etre 493 ha 516
Lec'h Enez Vreizh
Disoc'h trec'h ar Vrezhoned
Emgannerien
BrezhonedAngled-ha-Saozon
Pennoù-brezel
ArzhurAelle Suseks
Niver a emgannerien
DianavDianav
Kolloù
DianavDianav
Argadenn gant Arzhur hag e varc'heien e-pad Emgann Badon. Skeudenn eus al levr Idylls of the King, 1898.

Evel al lodenn vuiañ eus darvoudoù ar maread-se n'anavezer nemet nebeut a draoù diwar e benn. Ar ger a implij Gweltaz da gomz a-zivout an emgann, obsessỉo "kaeladur", a zamveneg e voe ur seziz kentoc'h eget ur gwir emgann. N'anavezer ket kennebeut, en un doare sur, piv e oa pennoù an div lu na pelec'h e stourmjont. An Annales Cambriae a embann e oa "Arzhur" e penn ar Vrezhoned met, daoust ma'z eo istorel an dud arall a venegont, an dra-se ne dalvez ket ne oa ket bet an Arzhur-se un den mojennek a vefe bet lakaet war e gont kurioù ur penn-brezel disoñjet.

An andonioù

kemmañ

Dre ziv andon distag ez anavezer emgann Badon, ar pezh a ziskouez n'eo ket mojennel an emgann :

  • Gweltaz a veneg anezhañ en e De Excidio et Conquestu Britanniae ma skriv o defe gounezet ar Vrezhoned un maread hir a beoc'h ; hervezañ e vefe c'hoarvezet en deiz ma oa bet ganet, 44 bloaz kentoc'h eta ;
  • Beda, a implije oberenn Gweltaz, a skriv e c'hoarvezas an emgann 44 bloaz goude donedigezh ar Saozon e Preden avat, ha n'eo ket sur pe eilstumm eo an hini mat ; koshoc'h eget an hini a zo en hor c'herz eo an dornskrid a rae Beda gantañ, met kement-se ne dalvez ket e oa fiziusoc'h.

En Annales Cambriae eo meneget emgann Badon evel-hen :

« 516 : en Emgann Badon e tougas Arzhur kroaz hon Aotrou war e zivskoaz e-pad tri devezh ha teir nozvezh ha trec'h a voe ar Vrezhoned. »
(Bellum Badonis in quo Arthur portuait crucem Domini nostri Iesu Christi tribus diebus et tribus noctibus in humeros suos et Brittones uictores fuerunt.)

An darn vrasañ eus ar glaskourien a gred ez eo "divskoaz" ur fazi hag eo ret lenn "skoed" en e lec'h. Daveiñ a rafe an destenn d'ur groaz livet war skoed Arzhur. Ur penn-brezel kristen a stourme ouzh enebourien bagan a vefe bet anezhañ.

An Historia Britonum skrivet gant Nennius war-dro 820 a gomz eus emgann Badon ivez, met dre ma oa bet skrivet diwezhat ne c'haller ket fiziout ennañ kement hag e Gweltaz pe en Annales Cambriae. Hervezañ e vefe bet c'hoarvezet emgann Badon e-kichen un dorgenn hag e vefe bet lazhet 960 a dud gant Arzhur e-unan.

Ouzhpenn-se ez eo meneget an emgann en ur varzhoneg kembraek skrivet gant Taliesin (c. 534c. 599). Hervezañ e vefe bet Arzhur e penn ar Vrezhoned.

Lec'h an emgann

kemmañ

Mut ez eo an andonioù diwar-benn lec'hiadur emgann Badon. Meur a vartezeadenn zo bet kinniget gant ar glaskourien, avat :

E Burzhudoù Preden eo meneget un andon domm hag a vefe lec'hiet e-kichen "kouronkoù Badon" (in quo balnea sunt Badonis). N'eo ket gwall sklaer ar skrid, met seblantout a ra emañ ar c'houronkoù-mañ e-kichen un andon holenek lec'hiet e bro an Hwicce ha pell a-walc'h eus ar mor. Kement-se a zamveneg e c'hoarvezas Emgann Badon e-kichen Droitwich Spa, ma kaver andonioù holenek hag a voe e rouantelezh an Hwicce. Ouzhpenn-se, ur spisc'her e dornskrid De Excidio Britanniae e Cambridge a laka an emgann e-kichen genou ae stêr Hafren (que prope ostium Sabrinum), ar pezh a c'hellfe klotañ ouzh Droitwich Spa.

Kantvedoù goude an darvoudoù e voe skrivet an testennoù avat, ha marteze e oa bet disoñjet dija lec'hiadur resis an emgann.

Amzeriad an emgann

kemmañ

Hervez Gweltaz en De Excidio Britanniae e c'hoarvezas emgann Badon 44 bloaz kent an amzeriad ma skrive :

ad annum obsessionis Badonici montis ... quique quadragesimus quartus ut novi orditur annus mense iam uno emenso qui et meae nativitatis est.

Gouzout a reer e oa bev c'hoazh Maelgwn Gwynedd, marvet e 547 pe 549, pa skrivas Gweltaz, ar pezh a zamveneg e c'heller lec'hiañ amzeriad an emgann etre 503 ha 505.

Hervez Beda avat, hag a implije un dornskrid koshoc'h eus De Excidio Britanniae, e c'hoarvezas 44 bloavezh goude donedigezh ar Saozon (447 pe 449). An dra-se a lakafe amzeriad an emgann da 491 pe 493.

Hervez an Annales Cambriae eo 516 amzeriad an emgann met dre ma implijont un daolenn-bask evit an amzeriadoù war-lerc'h 525, n'int ket ken fizius evit ar skridoù arall. Ret eo dezho notenniñ e venegont unan eus emgannoù arall Arzhur, hini Camlann e 537. Mar lakaer Emgann Badon e 503 pe 493 e vefe ret dezho martezeañ en doa renet Arzhur etre 34 ha 40 bloaz, ar pezh a zo hir evit ar maread-se.

Testeni Buhezioù ar Sent

kemmañ

Ne ra ket anv Buhezioù ar Sent eus Emgann Badon, met disklêriadurioù a-zivout buhez Gweltaz a roont. En XIvet kantved e voent skrivet, ha faltazius eo kalz eus an darvoudoù a zeskrivont. Hervez un nebeud klaskourien avat ne oa abeg ebet evit o skrivagnerien da falsañ an amzeriadoù. Ouzhpenn-se, dizalc'h an eil re diouzh ar re all eo ar Buhezioù hag a veneg Gweltaz, pa'z implijont dielloù eus manatioù disheñvel.

Hervez Buhezioù ar sent Dewi, Kadog ha Gweltaz e weladennas hennezh Abati Hendy-gwyn ar Daf (Whitland Abbey) e 527 pe 528, hag e oa a-enep anvidigezh Dewi da abad abalamour ma oa re yaouank. Hervez buhezskrid Dewi gant Rhygyfarch ap Sulien e oa bet ar sant studier Sant Pol Leon e-pad dek bloavezh. An dra-se a zamveneg e oa bet ganet war-dro 514. Rhygyfarch a skriv ivez e prezegas Gweltaz da vamm Dewi pa oa brazez anezhañ. Ma oa kozh a-walc'h Gweltaz da brezeg e 514 diwirheñvel eo abalamour ma oa ganet kent 498.

Pennoù an armeoù

kemmañ

Hervez an Annales Cambriae e oa "Arzhur" a oa e penn ar Vrezhoned. N'haller ket fiziañ kalz en Annales kent 525 met meneget eo an anv en un arroudenn diwezhatoc'h. Un enskrivadur kavet e Tintagel en deus diskouezet e oa bet ur penn-brezel brezhon en anv-se hag a oa oberiant er vro ma c'hoarvezas an emgann, war a seblant.

Ur varzhoneg bet skrivet diwezhatoc'h gant Taliesin a ra meneg eus Arzhur ivez. Marteze avat ez eus eus Arzhur un dudenn lieselfennek a oa bet lakaet war e gont kurioù meur a zen, en o zouez :

N'eo meneget anv rener ar Saozon gant testenn ebet, met Aelle Sussex (ar bretwealda kentañ, hervez Beda) eo an hini nemetañ hag a oa oberiant en amzer an emgann el lodenn eus ar vro ma seblant bezañ c'hoarvezet. Hervez un nebeud klaskerien e c'hellfe ivez bezañ bet penn ar Saozon, met ne grogas da ren war Wessex nemet e 519.

N'eo ket sur istoregezh Aelle avat, ha marteze e oa enebour "Arzhur" ur penn-brezel Angl-ha-saoz arall a chomo e anv dianav deomp da viken.

Efed an Emgann

kemmañ

Petra bennak ma n'eo ket sur amzeriad an emgann ez eo sklaer e harzas araokadenn ar Saozon evit un hir a amzer. Gweltaz a skriv en doa roet ar peoc'h d'ar Vrezhoned betek e amzer. N'haller ket fiziout atav e Gweltaz, hag ur brezegenn eo e levr kentoc'h eget labour un istorour, met ne vije ket bet roet kred d'ar pezh a lavare mar bije bet Preden gwasket gant argasadennoù ar Saozon. Ouzhpenn-se, tra ma ne gomz ket ar c'hronik angl-ha-saoz eus an emgann peogwir e oa bet diazezet war varzhonegoù harozek moarvat, ez eus un troc'h a hogozik 70 bloavezh etre an daou vretwealda kentañ. Hervez Procopius ez eas strolladoù Saozon kuit eus an enez abalamour ma oa re boblet o zachennadoù. An dra-se a seblant diskouez e voe dalc'het ar Saozon e tachennoù strizh e-pad an amzer-se.

An henoniezh a zamveneg e oa bet dilezet kêriadennoù saoz war harzoù ar rouantelezhioù brezhon, ha takadoù brezhon bras a zalc'he e reter ha su an enez betek hanterenn gentañ ar VIvet kantved d'an nebeutañ.

Notennoù

kemmañ
  1. Thomas Malory, Le Morte d'Arthur, levrenn XXI, pennad V.


Emgannoù Arzhur
Agned | Badon | Bassas | Breguoin | Camlann | Castell Guinnion | Coit Celidon | Dubglas | Glein | Tribruit | Urbs Legionis