Speg kein gwenn
(Adkaset eus Dendrocopos leucotos)
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Piciformes | ||
Kerentiad : | Picidae | ||
Genad : | Dendrocopos | ||
Anv skiantel | |||
Dendrocopos leucotos (Bechstein, 1802) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar speg kein gwenn (liester : speged kein gwenn)[1] (pe speg brizh kein gwenn[2]) a zo ur spesad evned eus iskerentiad ar speged, Dendrocopos leucotos an anv skiantel anezhañ.
Anvet e voe Picus leucotos (kentanv) da gentañ-penn (e 1802) gant al loenoniour alaman Johann Matthäus Bechstein (1757-1822).
Doareoù pennañ
kemmañ
Boued
kemmañBevañ a ra diwar c'hwiled hag al larvenned anezhe peurliesañ met degouezhout a ra dezhañ kemer amprevaned all, greun, had, hugennoù ha kraoñ ivez.
Annez hag isspesadoù
kemmañAr spesad a gaver an daouzek isspesad anezhañ[3] :
- Dendrocopos leucotos fohkiensis, e gevred Sina,
- D. l. insularis, e Taiwan,
- D. l. leucotos, eus kreiz ha hanternoz Europa, dre greiz Rusia, da c'hevred Siberia ha biz Sina,
- D. l. lilfordi, eus kreisteiz Europa d'ar C'haokaz,
- D. l. namiyei, e kreisteiz Honshū, Kyūshū ha Shikoku (Japan),
- D. l. owstoni, e hanternoz Inizi Ryūkyū (Japan),
- D. l. quelpartensis, e Jeju-do (er-maez da Republik Korea),
- D. l. stejnegeri, e hanternoz Honshū (Japan),
- D. l. subcirris, e Hokkaido (Japan),
- D. l. takahashii, en Ulleung-do (er-maez da Republik Korea),
- D. l. tangi e kornôg-kreiz Sina,
- D. l. uralensis, eus kornôg menez Oural da Lenn Baikal.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Studiet gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
- ↑ Pêrig Herbert, Anvioù laboused Europa, Hor Yezh, niv. 203-204, p. 49, Gwengolo-Kerzu 1995.
- ↑ (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Dendrocopos leucotos.