Biedma zo unan eus 15 departamant proviñs Chubut en Arc'hantina. Puerto Madryn eo ar penn-lec'h. Brudet eo ledenez Valdés.

12.940 km² zo dindani, ha bevennet eo er su gant departamentoù Rawson ha Gaiman, er c'hornôg gant hini Telsen, en norzh gant proviñs Río Negro, hag er reter gant ar Meurvor Atlantel.

An anv

kemmañ

Dont a ra an anv eus hini Francisco de Biedma y Narváez a zeuas gant e vreur Antonio en tolead hag a savas ur c'hreñvlec'h en 1778.

Pennad kar

kemmañ