Nerzhioù Al-Qods (Perseg: نیروی قدس‎‎ Nīrū-ye Qods, pe سپاه قدس Sepāh-e Qods) a vez graet eus un aozadur nerzhioù a-ratozh eus Iran, skour oberiadurioù etrebroadel Gwarded ar Reveulzi. Nerzhioù Al-Qods a vez suj da penn-bras Iran, Ali Khamenei. Pennofiser an nerzhioù Al-Qods a zo Esmail Ghaaniar abaoe lazhadenn ar Major Jeneral Qasem Soleimani e 2020. Diaes meurbet eo da gaout ur mennozh eus an niver a izili en aozadur-se. E 2007 e oa istimet un hollad 15 000 soudard. War listenn an aozadurioù sponterezh pe harp d'ar sponterezh hervez SUA eo nerzhioù ispisial Al-Qods abaoe 2007.

Nerzhioù Al-Qods
Nerzhioù ispisial, military branch
Rann eusIslamic Revolutionary Guard Corps Kemmañ
Deiziad krouiñ1988 Kemmañ
ImplijExtraterritorial operation, special operations Kemmañ
Anv ofisielنیروی قدس Kemmañ
Anvet diwarJeruzalem Kemmañ
Office held by head of the organizationCommander of Quds Force Kemmañ
PrezidantEsmail Ghaani Kemmañ
StadIran Kemmañ
Lec'hIran Kemmañ
Sez sokialTehran Kemmañ
Commanded byAhmad Vahidi, Qassem Soleimani, Esmail Ghaani Kemmañ
Skoed ardamez Lu Gwarded ar Reveulzi Islamek

Istor an nerzh kemmañ

Anv an nerzhioù Al-Qods a zo awenet gant anv arabeg Jeruzalem: Al-Quds pe Al-Qods. An nerzhioù Al-Qods a oa bet krouet e-pad ar Brezel Iran-Irak evel nerzh ispisial da ziwall an harzoù evit an aozadur Lu Gwarded ar Reveulzi Islamek. E-pad ha goude ar brezel e voe roet harp ha stummadur d'ar C'hurded o stourm a-enep Saddam Hussein gant an nerzhioù ispisial Al-Qods. E 1982, unvezhioù Al-Qods a vez kavet e Liban, ar re-se a vezo mammenn d'an aozadur stourm Hezbollah.

Aozadur kemmañ

An nerzhioù Al-Qods a zo ledet war un dousennad bro hervez an ofiser spiañ amerikan David Dionisi, an nerzhioù a zo rannet hervez 8 tachenn obererezh:

 
8 rann an nerzhioù Al-Qods hervez an tiriad fiziet dezho

Qasem Soleimani kemmañ

 
Ez-penn an nerzhioù Al-Qods Qasem Soleimani

Abaoe ma oa lakaet e-penn an aozadur Qasem Soleimani etre 1997 ha 1998 e oa kalz war-gresk pouezh an nerzhioù Al-Qods er stourmoù lies ha garv a gaver er reter neshañ. Deuet e oa da vezañ an nerzhioù ispisial-se gant o fennofiser ur c'hendivizer diazez evit ar brezelioù lies er c'horn-bro (Siria, Irak...). Lazhet e oa Qasem Soleimani gant un dron amerikan d'an 3 a viz Genver. Esmail Ghaani en deus kemeret e lec'h.

Stourm a-enep ar Stad Islamek kemmañ

An nerzhioù Al-Qods a zo enebourien daonet d'ar Stad Islamek. Er bloavezh 2014, unvezhioù d'an nerzhioù Al-Qods a voe kaset da Irak evit bezañ penn d'an oberiadurioù brezel kaset da benn gant Iran a-enep ar Stad Islamek. Iran en devoa kaset tri batalhion Al-Qods evit sikour gouarnamant Irak da dalañ ouzh tagadenn Norzh Irak gant ar Stad Islamek e 2014. Betek 40 ofiser Al-Qods a gemeras perzh e Eil emgann Tikrit (Meurzh 2015), gant e-penn ar strollad ar Jeneral Qasem Soleimani .