C'hwil-dour

(Adkaset eus Ditik)
C'hwiled-dour

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Arthropoda
Kevrennad : Insecta
Urzhad : Coleoptera
Kerentiad : Dytiscidae
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar c'hwiled-dour, pe ditiked, eo an amprevaned a ya d'ober ar c'herentiad Dytiscidae.

Bevañ a reont er stankoù pe er poulloù, blev hir war o favioù a-dreñv, spegoù war o favioù a-raok (2 vras ha war-dro 150 bihan) evit ar pared.

E penn kentañ an nevez amzer e vez dozvet an ûioù e gwiad blot ar plant-dour. Preizhataerien eo al larvennoù : sunañ a reont diabarzh loened dour bihan.

Ar muzadur diwezhañ a vez graet war an douar.

Diouzh an noz e vez chaseet gant an imagoed a debr mellkeineged bihan (penndologed ha pesked bihan klañv), amprevaned all pe korfoù marv. Ar preizhoù skañv a-walc'h a debront war-c'horre an dour. Ar restachoù n'hallont ket koazhañ a vez eztaolet gant o genou pe lakaet en ur voul e penn o c'hof evit skarzhañ anezhe e pep lec'h pa vezont direnket.

Analat a reont oksigen an aer a verniont dindan o feureskell.