Don Quijote de la Mancha
El ingenioso hidalgo Don Quixote de la Mancha hervez an anv orin, El Quijote e spagnoleg a vremañ, Don Kic'hote peurvuiañ er skridoù brezhonek, zo ur romant spagnolek gant Miguel de Cervantes (1547-1616) embannet dre ziv rann e 1605 ha 1615 ma kont troioù-kaer ar marc'heg Don Quijote de la Mancha.
An anv
kemmañQuixote eo an doare-skrivañ kozh hag a glote gant distagadur ar mare, pa veze distaget /x/ evel ar CH brezhonek.
Quijote, e spagnoleg a vremañ, a ziskouez e vez distaget /x/ evel ar jota, da lavaret eo ar C'H brezhonek.
Ar romant
kemmañKontet eo troioù Alonso Quijano, un hidalgo a lenn kement a romantoù marc'hegiezh ma laka en e benn da vont da varc'heg, ha da gemer an anv Don Quixote. Kemer a ra un tieg, Sancho Panza, da skoedour gantañ.
Brudet eo abadenn ar milinoù-avel el levr.
Embannadurioù brezhonek
kemmañN'eus ket a droidigezh eus skrid klok romant Cervantes.
- Troet e oa bet gant Ar Pagan (Loeiz ar Menn) ha Bodspern (Loeiz Gourlet) hag embannet a dammoù e-barzh Ar Bobl, etre 1913 ha 1914, dindan an titl Don Kichott.
- Adembannet gant Emgleo Breiz e 1991, evel Don Kihote.
- Don Kic'hote de la Mancha, e brezhoneg eeun gant An Here e 2002, skrid ha skeudennoù gant Alan Dipode.
- Don Kic'hote, Al Lanv, 2013. Adwelet ha berraet gant Marsel Klerg, diwar skridoù Bodspern hag Ar Pagan e-barzh ar gelaouenn Ar Bobl.
-
Ur bedad kealioù foutouilhok, dastumet diwar e levrioù, a rae un engroez en e faltazi
Gustave Doré, 1863 -
Don Quijote hag ar milinoù-avel
Gustave Doré, 1863 -
Don Quixote ha Sancho Panza
Plaza de España, Madrid