Strollad Broadelour Euskarat

(Adkaset eus EAJ-PNB)
Strollad Broadelour Euskarat
Anv ofisiel ar strollad Euzko Alderdi Jeltzalea/Partido Nacionalista Vasco
Anv penn ar strollad Iñigo Urkullu
Krouidigezh 1895
Ideologiezh broadelouriezh euskarat, dengarouriezh, kevreadelezh
Kenvreuriadur european {{{european}}}
Kenvreuriadur etrevroadel {{{etrevroadel}}}
Livioù* glas, gwenn ha ruz
Ar strollad
'
{{{option-2}}} {{{valeur-2}}}
{{{option-3}}} {{{valeur-3}}}
{{{option-4}}} {{{valeur-4}}}
{{{option-5}}} {{{valeur-5}}}
{{{option-6}}} {{{valeur-6}}}
Prezidant ar strollad
e Kuzul Rannvroel {{{Kuzul Rannvroel }}}
er Gambr Uhel {{{Kambr Uhel}}}
e Kambr Izel {{{Kambr Izel}}}
e Parlamant Europa colspan="2" bgcolor="#f69f00"|
Lec'hienn internet www.eaj-pnv.eu

Ar Strollad Broadelour Euskarat (e kastilhaneg : Partido Nacionalista Vasco (pe PNV) ; en euskareg : Euzko Alderdi Jeltzalea (EAJ)) a zo ur strollad politikel en Euskadi ha Navarra. Ezel eo eus Kevread ar Broioù Unanet e Frañs, eus Geroa Bai e Navarra, hag eus ar Strolad Demokratel Europat. Difenn a ra ar gevreadelezh, an dengarouriezh hag ar vroadelouriezh demokratel euskarat. Anavet eo e Bro-Spagn edan lizherennoù EAJ-PNV.

Renet en deus Kumuniezh Emren Euskadi adalek 1980 betek 2009. Distroet eo e penn ar gouarnamant euskarat abaoe 2013.

Ideologiezh

kemmañ

Savet eo bet e 1895 e Bizkaia gant Sabino Arana Goiri. Krouet eo bet gantañ ivez, banniel Euskadi, an Ikurriña, an anv Euzkadi ha kalz anvioù-bihan euskarat a vez implijet bremañ. Jose Antonio Aguirre, kentañ prezidant (Lehendakari) ur gouarnamant euskarat emren, en doa stourmet a-enep d’ar frankism, ha displeget tu sokial ar strollad, a zo deuet da vezañ gant se ur strollad eus tu ar c’hreiz. Euzko Alderdi Jeltzalea a lak war-wel ar ger-stur istorel : strollad euskarat evit Doue hag al lezenn hengounel. Emañ ar strollad e seizh proviñsoù istorel Euskadi. Disklêriañ a ra ar strollad digredenn-mañ, digor da araokadurioù ar sevenadurezh, ur gweladur dengarour, ganet diwar ec’h istor politikel. Strollad pennañ kumuniezh emren Euskadi eo, adalek distro an demokratelezh e Bro-Spagn, e 1980. Iñigo Urkullu a zo kadoriad ar burev seveniñ broadel, an EBB, Euzkadi Buru Batzar, a zo Bilbao e sez. Diazezet eo ar Strollad Broadelour Euskarat war kevreadelezh hengounel pobl Euskadi. Goulenn a ra ar strollad savidigezh un Unaniezh Europa kevreadel, kontrol da Europa ar stadoù a-vremañ. An Euzko Gaztedi Indarra pe Euzko Gaztedi (e brezhoneg, Yaouankiz Euskadi) a zo rann re yaouank ar strollad.

EAJ/PNV er-maez eus Euskadi Bro-Spagn

kemmañ

E Norzh Euskadi e vez anvet ar strollad EAJ-PNB. Oberiant eo war an dachenn bolitikel adalek 1996. Krouet en deus ar Strollad Demokratel Europat gant an UDF, MoDem e Bro-C’hall, l’Ulivo ha la Margherita eus Romano Prodi en Italia. Burevioù a zo ivez gant ar strollad e lec’hioù ma vez minorelezhioù euskarat o vevañ : Venezuela, Arc’hantina, Mec’hiko, Uruguay, Chile hag ar Stadoù Unanet.

Kadoridi EAJ/PNV adalek 1895

kemmañ

Notenn: Krouet e voe Kuzul Broadel ar Strollad Broadelour Euskarat (Euzkadi Buru Batzar) e 1911. Abalamour da se e voe Sabino Arana Goiri hag Ángel Zabala kadoridi Kuzul Rannvro Bizkaia (Bizkai Buru Batzar) « nemetken ».

  • 1895-1903 Sabino Arana
  • 1903-1906 Ángel Zabala Ozamiz
  • 1906-1908 Kannadur gant Santiago Alda, Alipio Larrauri, Antonio Arroyo, Vicente Larrinaga hag Eduardo Arriaga.
  • 1911?-1916 Luis de Arana y Goiri
  • 1916-1920 Ramón Bikuña
  • 1920-1930 Ignacio Rotaeche (Comunión Nacionalista Vasca)
  • 1922-1930 Luis de Arana y Goiri (Aberri)
  • 1930 Ceferino de Jemein (Aberri)
  • 1931-1932 Ramón Bikuña
  • 1932-1933 Luis de Arana y Goiri
  • 1933-1934 Jesús Doxandabaratz
  • 1934-1935 Isaac López Mendizábal
  • 1935-1951 Doroteo Ciáurriz
  • 1951-1953 Juan Ajuriaguerra
  • 1957-1962 José Aguerre
  • 1975-1977 Ignacio Unceta
  • 1977-1980 Carlos Garaikoetxea
  • 1980-1984 Xabier Arzalluz
  • 1984-1985 Román Sudupe
  • 1985-1986 Jesús Insausti
  • 1986-2004 Xabier Arzalluz
  • 2004-2008 Josu Jon Imaz
  • 2008- 2012 Iñigo Urkullu
  • abaoe 2012 Andoni Ortuzar

Da welet ivez

kemmañ