Ec'ho
Ec'ho (Ἠχώ /Ēkhō e gregach, latinekaet en Echo), zo un oreadez, pe nimfenn eus ar menezioù, e mojennoù Hellaz kozh, hag a gare he mouezh.
Mojenn
kemmañZeus ivez a gare he mouezh hag a zeue d'he gwelout alies. E wreg Hera avat a vage disfiz ouzh doareoù he fried doue, hag a ziskennas eus Menez Olympos da dapout mestr an doueed a-greiz e c'hoarioù gant an nimfezed.
A-wechoù e chome Hera da selaou Ec'ho o kontañ istorioù hir-mat tra ma veze Zeus o redek war-lerc'h an nimfezed all. Pa gomprenas Hera penaos e veze c'hoariet an dro-gamm dezhi e kastizas ar goantennig Ec'ho o lemel he mouezh diganti, nemet e oa kondaonet da adlavarout gerioù diwezhañ kaozioù an dud[1].
Narkissos
kemmañOrgediñ a reas Ec'ho ouzh Narkissos, ur mab d'an nimfenn Liriope eus Thespiai. Honnezh a oa bet tapet gant an doue-stêr C'hefisos ha gronnet en devoa anezhi gant e droielloù, ha brazezet Liriope. Aet ar vamm da welout an diouganer Teiresias, ha goulennet outañ ha bevañ kozh a raje he mab.
Notennoù
kemmañ- ↑ Metamorfozoù Ovidius.