Ekidne pigos hir
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Monotremata | ||
Kerentiad : | Tachyglossidae | ||
Genad : | Zaglossus | ||
Anv skiantel | |||
Zaglossus bruijni Peters & Doria, 1876 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An ekidne pigos hir (Zaglossus bruijni) a zo ur bronneg eus an urzhiad Monotremata, brosezat e Ginea Nevez, hag a vev dreist-holl e koadeier menezioù an enez.
Doareoù pennañ
kemmañEvel an holl loened en urzhiad Monotremata ez eus un toull-skarzh hepken d'an ekidne pigos hir evit e forzhioù genel, e venvegad troazhañ hag e venvegad koazhañ. Berr eo e lost hag e gorf a zo etre 45 ha 80 cm. Gell pe du eo e vlevenn ha drein zo war e gein. Heverk eo e voj : tuellenn-heñvel ha pleget war-zu an traoñ. Dizant eo an ekidne met kreskennoù heñvel ouzh dent zo war e deod bras. Skilfoù zo ouzh e bavioù, ar re a-raok a servij da duriañ an douar evit diskoachañ boued.
Disheñvelaet e vez ar par diouzh ar barez gant ar seurt broud, pe kentr, a zo war pavioù a-dreñv ar par.
Boued
kemmañBuzhug a ya d'ober al lodenn vrasañ eus e voued. Merien-gwenn ha larvennoù a zebr ivez.
Traoù all
kemmañEn arvar emañ an ekidne pigos hir da vont da get, dreist-holl abalamour ma vez chaseet gant annezidi Ginea Nevez ha ma vez distrujet e endro.