Ambrosius Aurelianus

(Adkaset eus Emrys Wledig)

Ambrosius Aurelianus, Emrys Wledig e anv kembraek, a oa ur brezelour brezhon, pe brezhon romanekaet, er Grennamzer uhel.
Roudoù skrivet anezhañ zo eus ar bloaz 435 betek ar bloaz 460. Kalonekaet ha frammet en deus difenn ar Vrezhoned ouzh ar Saksoned e 455.

Ambrosius Aurelianus
den a c'hallfe bezañ faltaziet
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh-Unanet Kemmañ
TadConstantine Kemmañ
Breur pe c'hoarUthr Bendragon, Digain, Meirchion, Erbin of Dumnonia Kemmañ
Michermonark Kemmañ
Floruit475 Kemmañ
Krouet gantJafrez Menoe Kemmañ
Present in workHistoria Regum Britanniae Kemmañ
PrantadImpalaeriezh roman Kemmañ
Emrys Wledig, e kentel gembraek Historia Regum Britanniae Jafrez Menoe (XVvet kantved)

Ur soudard eus ar vrientinelezh vreizhek-ha-roman e oa. Stummet e oa bet diouzh an teknikoù roman ha kregiñ a reas da vrezeliñ ouzh ar Saksoned e 460, ur brezel a roas brud vras d'an hini a yelas d'e heul, Uther Pendragon. N'eo ket ken brudet Ambrosius Aurelianus avat, daoust ma'z eo bet bras e berzh e difenn Enez Vreizh hag en hini an Arvorig ivez.

Kar da Paol Aorelian, avieler Bro-Leon, e vefe bet.

E skrid Gweltaz

kemmañ

Hervez skrid Gweltaz, De Excidio Britanniæ, e stourme ouzh Vortigern war-dro ar bloaz 430. Re gozh e vefe evit bezañ an hini meneget gant Nennius : diwar-se e kreder e c'hallfe bezañ bet daou Ambrosius, tad ha mab, hag o dije brezeliet ouzh ar Saksoned.

Levrlennadur

kemmañ
  • (cy) Meic Stephens, Cydymaith i Lenyddiaeth Cymru, Gwasg Prifysgol Cymru, 1993 (ISBN 978-0-7083-0915-5)
  • (en) Meic Stephens, New Companion to the Literature of Wales, University of Wales Press, 1998 (ISBN 978-0-7083-1383-1)

Liammoù diavaez

kemmañ