Ronan & Erwan Bouroullec

(Adkaset eus Erwan Bouroullec)

Un daouad dizainerien[1] eo ar vreudeur Ronan Bouroullec (Kemper, 1971) hag Erwan Bouroullec (Kemper, 1976). Kenlabourat a reont abaoe 1999. Buan int deuet da vezañ brudet ha savet o deus oberennoù evit embannerien dizagn evel Vitra, Kartell, Kreo, Cappellini, Ligne Roset...

Oberennoù

kemmañ

Erwan a lavar ez eo o stil « eeun a-ratozh-kaer, gant un tamm bihan a fent ». Levezonet int bet gant labour Jasper Morrison hag a lavar ez eo o labour « poellek ha reizh, speredek ha barzhoniel»[2]. Michèle Champenois a gav dezhi e kaver levezonioù liesseurt en o labour : levezon Norzheuropa, an implij modulennoù hag elfennoù da strollañ a-benn aozañ tachadoù damzigor[3].

« A-viskoazh hon eus soñjet e c'halle ar pezhioù-arrebeuri sikour da aozañ an tachadoù » a lavaras Erwan[4]. Kement-se a weler splann en o c'hrdouidigezhioù evel ar gwele-kloz, hag a denn d'ur gabanenn ma c'haller kousket enni pe c'hoazh er gourvezvank Alcove (Vitra), ma c'haller implijout ar c'hein anezhañ da aozañ an tachad. Hag ivez er speurennoù skañv savet ganto, a c'haller sevel dre lakaat asambles tammoù diazez : ar modulennoù Brick (Kreo) ha Cloud (Cappelini) a zo estajenrennoù ha speurennoù war un dro, ar modulennoù Algues (Vitra) ha North Tiles (Kvadrat) a c'haller implijout da sevel speurennoù dantelezhet skañv.

Gant o sistem burev anvet Join e weler ivez e plij dezho ar modulennoù hag ar wevnded : kemm-digemm eo, da glotañ gant an ezhommoù. Un daol vras eo, ma c'haller stagañ meur a lodenn all (speurennoù, danzornioù...) a-benn aozañ ar plas evit labourat[5].

Ronan & Erwan Bouroullec o deus bet ar Priz Finn Juhl e Danmark[6] hag o oberennoù a c'haller gwelout e meur a virdi evel ar MoMA[7] pe ar Greizenn Pompidou[8].

Oberennoù brudetañ

kemmañ
  • Lit Clos (2000), Galerie Kreo
  • Modulenn Cloud (2002), Cappellini
  • Sistem burev Join (2002), Vitra
  • Modulenn Algues (2004), Vitra
  • Kador-vrec'h Facett (2005), Ligne Roset
  • Tavarn ha stal Mudam (mirdi arzoù modern Luksembourg)
  • The Floating house (2006), anez arzourien e CNEAI
  • Teol danvez North Tiles[9] (2006), Kvadrat
  • Gourvezvank Alcove (2006), Vitra
  • Kador Vegetal (2009), Vitra

Prizioù

kemmañ
  • 1998: Grand Prix du Design de la Ville de Paris
  • 1999: New Designer Award en International Contemporary Furniture Fair, New York
  • 2002: Designers of the Year, e Salon du Meuble, Pariz
  • 2005: Red Dot Award evit an dastumad Facett, Ligne Roset (Rummad Best of the Best)
  • 2008: Red Dot Award evit ar burev Worknest, Vitra (Rummad Best of the Best)
  • 2008: Finn-Juhl Prize, Kopenhagen

Diskouezadegoù (dibab)

kemmañ
  • 1998: La vie en rose, Cartier Foundation, Pariz
  • 2001: Ronan et Erwan Bouroullec, Galerie Kreo, Pariz
  • 2001: Manger, New Forms of Living, Salon du Meuble, Pariz
  • 2001: Ronan et Erwan Bouroullec, Miyake Design Studio Gallery, Tokyo
  • 2002: Ronan et Erwan Bouroullec, Design Museum, Londrez
  • 2003: Ronan and Erwan Bouroullec, Droog Design gallery, Amsterdam
  • 2004: Culture Design, (Design en stock ha 40 ans de Mobilier National), Palais de la Porte Dorée, Pariz
  • 2004: Séjours éphémères, Sterdelijke Musea, Kortrijk
  • 2004: Assemblages, 250, 150, 60, Galerie Kreo, Pariz
  • 2004: Ronan and Erwan Bouroullec, Boijmans Museum of Art, Rotterdam
  • 2004: Ronan and Erwan Bouroullec, MOCA, Museum of Contemporary Art, Los Angeles
  • 2004: Staliadur The Ideal House, IMM Möbelmesse, Köln
  • 2006: Swarm, The Fabric Workshop and Museum, Philadelphia
  • 2007: Nature Design, Museum für Gestaltung, Zürich
  • 2007: Airs de Paris, Musée National d'Art Moderne - Centre George Pompidou, Pariz

Notennoù

kemmañ
  1. Erbedet gant Termofis.
  2. (fr) Classiques Phaidon du design, Phaidon, 2007, III, 977 (ISBN 978-0714896779)
  3. (fr) Les frères Bouroullec, designers de l'intemporel, Michèle Champenois, Le Monde, 29 a viz Even 2008
  4. (fr) Cinq bonnes raisons de (re)découvrir les Bouroullec, Marion Vidal, L'Express,19 a viz Even 2008
  5. Classiques Phaidon du design, III, 987.
  6. (fr)Les Frères Bouroullec gratifiés par le prix danois Finn Juhl, Le Bien public, 16 a viz Mae 2008
  7. (en) Dastumadegoù ar MoMA
  8. (fr) Dastumadegoù ar Greizenn Pompidou
  9. New York Times, 07/10/2007

Liammoù diavaez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Laurent Le Bon : Ronan et Erwan Bouroullec : Catalogue de raison, Images modernes - Editions Kreo, 2002
  • Ronan Bouroullec, Erwan Bouroullec, Andrea Branzi, Rolf Fehlbaum, Issey Miyake : Ronan et Erwan Bouroullec, Phaidon Press, 2003
  • Ronan Bouroullec, Erwan Bouroullec : Objets Dessins Maquettes, Erwan Bouroullec, Archibooks, 2008