Eseleneg
Ur yezh digenvez eus familh ar yezhoù hokanek eo an eseleneg bet komzet gwechall gant an Eselened. N'anavezer ket mat ar yezh-se bet dastumet elfennoù diwarni en XIXvet kantved gant John Peabody Harrington.
Eseleneg (Huelel) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Stadoù-Unanet |
Rannved : | Amerika |
Komzet gant : | yezh varv |
Renkadur : | yezh varv |
Familh-yezh : | Yezh digenvez Eseleneg |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | |
ISO 639-2 | elx |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | ESQ |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Mervel a reas ar yezh-se pa'z eas da get an holl dud a rae ganti.
E 1770 e veze komzet an eseleneg gant tro-dro da 500 den o chom war Aodoù Kreiz Kalifornia. Mervel a reas an holl gant kleñvedoù an annezidi hag ivez dre vezañ rediet da labourat betek re e Mission Carmel.