Etiamsi omnes, ego non
Etiamsi omnes, ego non (berraet en Ego non a-wechoù), zo ul lavared latin a zo er Vulgat hervez skrid Aviel Mazhev, hag a dalvez kement ha Goude (ma rafe) an holl (re all) me ne rin ket. Ur frazenn lavaret gant Pêr da Jezuz eo, ha ret eo kompren: Ha pa vefes dilezet gant an holl, ganin ne vi ket.
Implijoù testeniekaet
kemmañ- An tamm diwezhañ eus ar frazenn, troet en alamaneg, zo bet roet da ditl d'ul levr eñvorennoù gant ar skrivagner alaman Joachim Fest, Ich nicht ("Me [ne rin] ket").
- Kemeret eo bet evel sturienn gant konted Clermont-Tonnerre[1].
- Titl ur varzhoneg saoznek eo gant Ernest Myers (1844-1921)[2]
- Skrivet eo war bez ar prederour italian Giuseppe Rensi(Daveoù a vank).
- Skrivet eo Et si omnes ego non war dor ti Philipp von Boeselager[3] da ziskouez ar ret ma vez d'an den derc'hel d'e soñjoù ha d'e varn betek kontrol d'ar brasañ niver, dreist-holl pa voe von Boeselager o stourm ouzh Adolf Hitler da vare an diktatouriezh nazi.
Notennoù
kemmañ- ↑ François-René de Chateaubriand. Mémoires d’Outre-tombe.
- ↑ Ernest Myers. Etsi omnes ego non.
- ↑ Sharon G. Samuelson : Even If All, Not I en Y Magazine, Spring 2007. Kavet : 17 a viz Eost 2024.