Fañch Abgrall

skrivagner brezhonek
Fañch-Loeiz Abgrall
Fañch Abgrall
Poltred Fañch Abgrall
Anv ofisiel François-Louis Abgrall
Anv pluenn Alc'houeder Arre
Obererezh Barzh
Ganedigezh d'an 23 a viz Mae 1906
e Boneur
Marv d'an 12 a viz Meurzh 1930
e Boneur
Yezh skrivañ Brezhoneg ha galleg
Oberennoù pennañ
  • Alan Kerven (1930)
  • Luc'hed ha Moged (1935)
  • Et moi aussi, j’ai eu vingt ans ! (1935)


Ur barzh brezhonek e oa Fañch Abgrall, ganet ha marvet e Boneur. Studiañ a reas e skolaj Montroulez. Tapout a reas an droug-skevent ha distreiñ a reas neuze da Voneur. Krog e oa bet da sevel gwerzennoù e brezhoneg d'an oad a driwec'h vloaz. Heuliañ a reas neuze Taldir, ha graet e voe "Alc'houeder Arre" anezhañ gant ar C'hoursez e 1928.

 
Fañch Agrall o soñjal war ribl lenn an Uhelgoad

Ganet e voe Fañch Abgrall d'ar 24 a viz Mae 1906 en un ti-soul e kêriadenn ar C'hreiskêr, e kumun Boneur, e kreizig-kreiz Menez Are. Paour-raz e oa e dud, Olivier Abgrall, a orin eus Bro-Leon, ha Marie-Josèphe Bothorel, a orin eus Boneur : e dad, devezhour diouzh e vicher, a yae a atant da atant da werzhañ nerzh e zivvrec'h, betek Rosko zoken, hag e vammm a oa ganti ur stal legumaj dister.

Mont a reas Fañch da skol-gumun Boneur ha merzet e voe e spered lemm hag e zoug d'ar studi gant ar mestr-skol, an Ao. Keineg. Hemañ en broudas da c'houlenn ur yalc'had-studi a roas tro dezhañ da vont da skol-lojañ skolaj Kernegez da Vontroulez etre 1919 ha 1925. Hag eñ paotrig diwar ar maez, ne voe ket en e jeu e-touez paotred kêr : tavedek, alies e-unan, ne gemere nemeur a berzh e c'hoarioù ar re all, met ur skoliad aketus e voe, douget d'al lennegezh muioc'h eget d'ar skiantoù. Marteze eo abalamour d'ar serridigezh-se warnañ e-unan e voe tuet da vont da varzh.

Tapet an droug-skevent gantañ ken abred ha 1923 e voe ret dezhañ kuitaat ar skolaj e 1925 pa oa er c'hlas kentañ evit mont d'an Uhelgoad da vezañ louzaouet. Danevellet en deus e-barzh Et moi aussi, j’ai eu vingt ans ! an derapiezh nemeti a veze kinniget da neuze d'an dud tapet an droug-skevent ganto, ar gollapsoterapiezh, anezhi strinkellat un danvez eoulek etre gweuzoù ar bleurenn, o dispartiañ e-giz-se ar skevent diouzh ar c'hostoù.

Dre ma voe dispartiet e dud, goude ma voe deuet en-dro dibistig e dad eus ar Brezel Bras, ha ma voe bet ret d'e vamm mont da Bariz da labourat e-giz matezh da c'hounid o bevañs, e voe Fañch o chom diwar neuze e ti dister e vamm-gozh a oa er memes kêriadenn : ar C'hreiskêr. Ganti e voe louzaouet betek ma varvas d'an 12 a viz Meurzh 1930 : 23 bloaz e oa neuze.

Daoust ma voe berr e vuhez e tapas brud war dachenn al lennegezh e galleg kement hag e brezhoneg. Sevel a reas barzhonegoù ha danevelloù evit sizhuniegoù (« Le Pays breton ») ha kazetennoù (« la Dépêche de Brest et de l’Ouest » , « Ouest-Éclair »). Abred a-walc'h e voe taolet evezh outañ gant Augustin Dupouy, romanter anavezet ha saver kronikennoù evit « La Dépêche ».

Oberennoù

kemmañ
  • Alan Kerven, Édition bretonne, Sant-Brieg, 1930
  • Luc’hed ar Moged, Emb. Armorica, Karaez, 1935
  • Et moi aussi, j’ai eu vingt ans, Emb. Armorica, Karaez, 1935 (heuliet gant « Contes du Yun et de l’Arrée »)