Fama a oa doueez ar Vrud gant ar Romaned, evel Feme gant tud Hellaz.

Feme, pe Fama, war doenn an Dresdner Kunstakademie, e Dresden, Alamagn.

Hellazadez a orin

kemmañ

Dont a ra an anv Fama eus ar gregach Feme (Φημη / Pheme)

He ganedigezh

kemmañ

Merc'h diwezhañ an doueez Gaia, an Douar, eo-hi. Krouet e voe hep tad, evel dial he mamm ouzh an doueed. Hervez Sofokles avat e oa merc'h da Elpis, an Esperañs.

Un doueez askellek eo, ha buan e nij d'ober he c'hefridi. Ul lagad he deus a-dreñv pep pluenn, hag un teod evit pep lagad, ma c'halle adlavarout dizehan kement tra a wele pe a gleve.

Div drompilh he doa: hini hir ar Vrud vat, ha hini verr ar Vrud fall.

Mojennoù

kemmañ

Hi eo a gasas keloù d'ar rouanez Didon edo Eneas war-nes lestrañ. Hi a voe kaset gant Gwener da lezel brudoù da redek betek maouezed Lemnos, ma savas kann etre gwazed ha gwragez.

Kement-se a oa dial Afrodite ouzh tud Lemnos, rak ne azeulent ket an doueez ken abaoe ma oa o toganiñ he fried Hefaistos gant Ares.

Menegoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Kaoz zo anezhi e levr XII Metamorfozoù Ovidius.