Felix Steiner
Felix Martin Julius Steiner ganet d'an 23 Mae 1896 hag aet da Anaon d'an 12 Mae 1966) a oa ur penn alaman eus ar Schutzstaffel. E-pad an Eil Brezel-bed e servijas er Waffen-SS, skourr kadour an SS, ha renet e oa gantañ meur a rann. Enoret e voe gant ar Groaz Marc'heg gant Deliennoù Derv ha Klezeier. A-gevret gant Paul Hausser, e reas bec'h evit diorren ha kemm ar Waffen-SS davet ur nerzh argad savet gant tud a galon hag a deue eus ar broioù aloubet, kement hag eus ar broioù all.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Alamagn |
Lealded | Trede Reich |
Anv e yezh-vamm an den | Felix Steiner |
Anv ganedigezh | Felix Martin Julius Steiner |
Anv-bihan | Felix, Martin, Julius |
Anv-familh | Steiner |
Deiziad ganedigezh | 23 Mae 1896 |
Lec'h ganedigezh | Nesterov |
Deiziad ar marv | 12 Mae 1966, 17 Mae 1966 |
Lec'h ar marv | München |
Tad | Hugo Steiner |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
Place of detention | Nuremberg Court Prison |
Micher | skrivagner, ofiser |
Deroù ar prantad labour | 1914 |
Strollad politikel | Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman |
Perzhiad e | Pohl Trial |
Grad milourel | Obergruppenführer |
Brezel | Brezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed |
Skour lu | Waffen-SS |
Ezel eus | Sturmabteilung, Schutzstaffel |
Prizioù resevet | German Cross in Gold, Knight's Cross of the Iron Cross with Oak Leaves and Swords, Knight's Cross of the Iron Cross with Oak Leaves |
Steiner a voe dibabet gant Heinrich Himmler evit merañ krouidigezh ar rann SS Viking e 1943, lakaet e voe da gomandant III. (germanisches) SS-Panzerkorps. D'an 28 Genver 1945 e voe roet da Steiner renerezh an SS-Panzer-Armeeoberkommando 11, hag a oa lod ag an Heeresgruppe Weichsel, ur strollad evit difenn Berlin a-enep an arme soviedat o tostaat adalek ar stêr Wisła.
D'an 21 Ebrel 1945, e-pad Emgann Berlin, Steiner a voe komandant an Armeeabteilung Steiner, e-lec'h ma roast urzh Adolf Hitler da Steiner goloiñ Rann Belarus 1añ gant ur fiñv turkez o kerzhout eus an norzh davet ar gêr. Newazh, tra ma oa an enebour dek gwezh niverusoc'h eget e unvez, e tisklaerias Steiner ne oa ket galloud a-walc'h gantañ evit bout gouest da gas ar gefridi a-benn d'an 22 Ebrel e-pad ar guzuliadeg dalc'het er Führerbunker.