Francis Bayer du Kern

skrivagner brezhonek

Francis Bayer du Kern (François er marilhoù) zo ur barzh brezhonek hag ur stourmer breizhek, ganet d'an 8 a viz Gouere 1912 e Laval ha marvet d'an 2 a viz Mezheven 1940 e Malo-les-Bains (e Dukark hiziv). Kemeret en doa perzh e gwalldaolioù aozet gant ar strollad kuzh Gwenn ha Du e 1932. Gant un nebeud tud ez eas da grouiñ ur strollad drouized nevez.

Francis Bayer du Kern
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanFrancis Kemmañ
Anv-familhKern Kemmañ
Deiziad ganedigezh6 Gou 1912 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLaval Kemmañ
Deiziad ar marv2 Mez 1940 Kemmañ
Lec'h ar marvDukark Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg Kemmañ
Micherskrivagner Kemmañ

Daoust ma oa deuet eus ul lignez tudjentiled eus Kerne[1] e voe ganet e Laval. E skol ar Jezuisted e reas e studioù. Ne oa nemet ugent vloaz pa gemeras perzh en oberezhioù kuzh Gwenn ha Du. E 1936 e kemeras perzh e krouidigezh un eil strollad drouized, ar Gredenn geltiek, hag e reas gant an anv-drouiz Veroestrumnis (pe Uerestrumnis)[2]. Galvet e voe da soudard e-ser aloubadeg an Alamaned ha lazhet e voe e-kerzh emgannoù tro-dro Dukark e 1940.

Gwalldaolioù e 1932 ha 1936

kemmañ

Goude ma voe rediet tren prezidant Kuzul ar vaodierned ar Republik gall, Édouard Herriot, da chom a-sav e Ingrandes d'an 20 a viz Du 1932 abalamour ma oa bet distrujet ar roudennoù gant ur vombezenn e voe harzet Francis Bayer du Kern gant ar polis hag aterset ganus hag e anzavas bezañ kablus. Kemeret en doa perzh e tanioù-gwall e pevar frefeti a-raok. Ezel e voe eus Gwenn ha Du hag eus Kadervenn, an daou strollad kuzh savet gant Neven Henaff. Pa oa oc'h ober e goñje er Mañs e miz Ebrel 1936 e voe harzet gant ar polis en-dro ha tamallet dezhañ bezañ unan eus ar genwallerien o doe lakaet an tan e pevar frefeti e Breizh.

Drouizelezh

kemmañ

E 1936 e savas, asambles gant Morvan Marchal ha Raffig Tullou, ar strollad drouizel ha nevezpagan, Kredenn geltiek.

Deskiñ brezhoneg a reas pa oa yaouank a-walc'h ha skrivañ a reas meur a varzhoneg vrezhonek ; a ne voe ket moullet kalz anezho[3].

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr) Georges Cadiou. Emsav – Dictionnaire critique, historique et biographique – Le mouvement breton de A à Z. Coop Breizh, 2013 (ISBN 978-2-84346-574-1)
  • (fr) Lionel Henry. Dictionnaire biographique du Mouvement breton. Yoran embanner, 2013 (ISBN 978-2-916579-59-7)
  • (br) Lukian Raoul. Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien. Al Liamm, 1992 (ISBN 9782-7368-00345)

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Hervez Lukian Raoul e oa ur gwir ||Kontelezh|kont]].
  2. "Kornôgat", hervez Lionel Henry.
  3. Menegiñ a ra Lukian Raoul teir zestenn embannet gant Kad, kelaouenn ar Gredenn geltiek.