Francisco Ibáñez Talavera (Barcelona, 15 a viz Meurzh 1936idem, 15 a viz Gouere 2023[1]) a oa ur senarioour hag un treser spagnol bannoù-treset spagnolek, ezel eus eil rummad treserien ar Skol Bruguera[2] e Barcelona.

Francisco Ibáñez

E 2015 e Barcelona

Ditouroù personel
Anv klok Francisco Ibáñez Talavera
Ganedigezh 15 Meurzh 1936 e Barcelona
Banniel Katalonia Katalonia, Banniel Spagn Spagn
Marv 15 Gouere 2023 e Barcelona
Broadelezh Banniel Spagn Spagnol
Yezh Spagnoleg
Ditouroù micherel
Micher Aozer bannoù-treset
Prantad 1952-2023
Luskad Skol Bruguera
Yezh Spagnoleg
Doare Fent
Oberennoù
pennañ
  • Mortadelo y Filemón
  • 13, Rue del Percebe
  • Rompetechos
  • Pepe Gotera y Otilio
  • El botones Sacarino

Kalz stiradoù bannoù-treset fentus zo bet krouet gantañ, en o zouez Mortadelo y Filemón hollvrudet hag a levezonas meur a rummad treserien[3],[4]. Ouzhpenn d'ar stirad Mortadelo y Filemón e skrivas hag e tresas 13 Rue del Percebe, Rompetechos, El botones Sacarino, Pepe Gotera y Otilio ha Chicha, Tato y Clodoveo. Adalek ar bloavezhioù 1990 avat ez eo gant Mortadelo y Filemón e tremenas ar braz eus e amzer.

Unan eus difennerien veur ar bannoù-treset lakaet da arz-kaer eo bet. Tremen 100 milion a skouerennoù eus e vandennoù-treset zo bet gwerzhet, ha tresadennoù-bev zo bet graet diwar Mortadelo y Filemón.

D'ar 15 a viz Meurzh 1936, pevar miz a-raok deroù Brezel Spagn, e voe ganet Francisco Ibáñez Talavera e Barcelona, pevare mab d'ur c'hontour a orin eus Kumuniezh València ha d'e bried a orin eus Andalouzia[5]. Abred-tre e voe dedennet gant ar bannoù-treset spagnolek hag ar sinema fentus stadunanat[6]. Unnek vloaz e oa pa voe embannet e dresadenn gentañ e 1947 er gelaouenn Chicos[4].

Goude echuet ar skol kentañ derez e krogas da studiañ ar gontouriezh, ar bank hag ar prizachañ kenwerzhel. E 1950, oadet a 14 vloaz, e labouras evel troterig er Banco Español de Crédito[7] ; daou vloaz diwezhatoc'h, ouzhpenn d'al labour-se, e krogas da genlabourat gant ar c'helaouennoù Nicolás, Chicolino, La hora del recreo, Alex, Liliput, El Barbas ha dreist-holl gant an div gelaouenn fentus a veze embannet gant Editorial Marco : La Risa hag Hipo, Monito y Fifí[8]. Eno e tresas goloioù ha stiradoù, en o zouez Kokolo (1952), Melenas (1954), Don Usura (1955) hag Haciendo el indio (1955) ; hennezh diwezhañ a voe berzh bras kentañ an arzour, pa voe embannet ivez e stagadenn sizhuniek ar gazetenn La Prensa e Barcelona.

En hañv 1957 e tivizas Francisco Ibáñez, 21 bloaz, mont da dreser leunamzer, peogwir e c'houneze dija muioc'h a arc'hant gant e vannoù-treset eget gant e labour evel merour strobadoù kevrannoù er bank. En ur labourat evit Editorial Marco ec'h emezelas e skipailh ar sizhunieg Paseo infantil, ma krouas ar stirad Pepe Roña ha ma adkemeras ar stirad Loony war-lerc'h an treser Alfons Figueras (1922-2009)[4] ; berbbad e voe Paseo infantil avat, pan eas da get goude 53 niverenn[9].

E miz Eost 1957 bepred e krogas da genlabourat ivez gant an ti-embann bras Bruguera, a oa mall warnañ kavout treserien nevez rak d'ar gelaouenn bannoù-treset nevez Tío Vivo e oa aet e dreserien bennañ[10]. Fentigelloù war un dodenn resis, evel ur sport, a dresas eno da gentañ evit ar c'helaouennoù Pulgarcito, El DDT ha Selecciones de Humor del DDT rak ar fentigelloù e oa ar bazenn ret evit kaout un dudenn e kelaouennoù an ti-embann.

 

D'an 20 a viz Genver 1958, pa laboure Francisco Ibáñez evit Bruguera hepken[11], e voe aotreet gant rener an arzoù da ober istor kentañ Mortadelo y Filemón er gelaouenn Pulgarcito. Abaoe, hag a-hed ar bloavezhioù 1960, e tresas e stiradoù gwellañ hag en o azasaas evit meur a gelaouenn embannet gant Bruguera : La familia Trapisonda evit Pulgarcito (1958), 13, Rue des Percebe (Tío Vivo, 1961), El botones Sacarino (El DDT, 1963), Rompetechos (Tío Vivo, 1964) ha Pepe Gotera y Otilio (Tío Vivo, 1966).

Levezonet ma oa gant ar bannoù-treset gall-ha-belgiat ec'h embannas e 1969 El sulfato atómico, ar c'hentañ istor gant Mortadelo ha Filemón a zo bet skrivet evit ober goap eus bed ar spierien. Berzh-bras a reas e Spagn hag er bed a-bezh, ha korvoet e voe gant Bruguera dre embann Mortadelo (1970), Super Mortadelo (1972), Mortadelo Gigante (1974) ha Mortadelo Especial (1975). Gant distro ar c'hontrollerezh e voe ret dilezel an daveoù d'ar gevredigezh spagnol[12].

Er bloavezhioù-se e c'houzañvas an arzour pa voe korvoet e dudennoù brudetañ war an dachenn genwerzhel hag en un doare greantel : ret e voe dezhañ asantiñ da vout gopret dre bajennad, ar pezh e lakaas da dresañ betek 40 pajenn bep sizhun[13]. Ret e voe dezhañ ivez dilezel e dudennoù all ha gervel skorerien[14] ; un dudenn nevez hepken a zeuas er gouloù : Tete Cohete e 1981[15].

E bloaz 1985 e kuitaas F. Ibáñez an ti-embann Bruguera. Gant an ti bras-se avat chomas ar gwirioù war an tudennoù, ha tamm-ha-tamm e voent fiziet e senarioourien ha treserien all a oa bodet er Bruguera Equip[14].

E-keit-se e krogas Francisco Ibáñez da labourat evit un embanner all, Grijalbo, ma krouas e 1986 tudennoù nevez evit ar gelaouenn Guai! : Chicha, Tato y Clodoveo, de profesión sin empleo ha 7, Rebolling Street.

D'an 11 a viz Du 1987 e voe embannet e Spagn al lezenn 22/1987 a-zivout ar berc'henniezh kefredel[16] hag a gadarnae e oa perc'hennet an oberennoù gant an oberourien. Emezelañ en ti-embann Ediciones B a reas F. Ibáñez kent fardañ c'hwec'h albom Mortadelo y Filemón bep bloaz; ma weler kalz elfennoù a ra dave d'ar mare ma 'z int bet krouet.

Er bloaz 2018 e voe rentet enor da Francisco Ibáñez gant treserien spagnol a anzave bezañ bet levezonet gantañ[17]. D'an 20 a viz Kerzu 2020 e voe skignet gant ar chadenn skinwel La 2 un abadenn diwar-benn an arzour meur en he stirad Imprescindibles ("Ar re ziziouerus")[18].

D'ar 15 a viz Goure 2023 e varvas Francisco Ibáñez e Barcelona, e gêr c'henidik.

Oberennoù

kemmañ
Bloazioù Titloù Kelanouennoù Embannerien
1952[5]-1958 Kokolo La Risa (eil prantad), Hipo, Monito y Fifí Editorial Marco
1954[19] Melenas Hipo, Monito y Fifí, La Risa
1955 Don Usura La Risa (eil prantad)
Haciendo el indio La Risa (eil prantad), La Prensa[20]
Dreson Hipo, Monito y Fifí[11] Nueva
1956 La Familia Repollino La Risa (eil prantad) Marco
Curiosidades y rarezas de todo el mundo[21]
1957 Pepe Roña Paseo Infantil Ediciones Generales
El Caballero Buscabollos
El tío Tranca
Loony
Furgensio La Risa (eil prantad) Marco
Pie Sucio
1958 Don Adelfo Can Can (prantad kentañ) Editorial Bruguera
Ellas y...
Felisa y Colás Pulgarcito
1958-2023 Mortadelo y Filemón, agencia de información (221 albom) Pulgarcito, Mortadelo, Yo y Yo, hag all. Editorial Bruguera, Editorial Grijalbo, Ediciones B
1958-1960 La Historia esa, vista por Hollywood "Can Can" (prantad kentañ) Bruguera
1958-1968 La Familia Trapisonda, un grupito que es la monda Ven y Ven, Selecciones de Humor de El DDT
1960 Increíble, pero mentira El Campeón de las Historietas
Claro que... Tío Vivo
Ríase...
1960-1962[22] El Escudero Bartolo o ¡qué calor hace, Manolo! El Capitán Trueno Extra
1961 Ande, ríase usté con el Arca de Noé El Campeón de las Historietas
Godofredo y Pascualino viven del deporte fino
Polito, tipo duro Blanca
1961-1968 ; 2002 13, Rue del Percebe Tío Vivo
1962[23] Cabeza de Ajo, el penúltimo navajo El DDT
Kitín, el amigo de los niños El DDT, Pulgarcito
Balín y balón Tío Vivo
1963-1982 El botones Sacarino, de El Aullido Vespertino El DDT
1963 Yo Pulgarcito
1964-1978 ; 2003-2009 Rompetechos Tío Vivo, Top Cómic Bruguera, Ediciones B
1964 Uhu y el niño Prudencio Pulgarcito, Tío Vivo, El DDT Bruguera
1965 Don Pedrito, que está como nunca Tío Vivo
El doctor Esparadrapo y su ayudante Gazapo Pulgarcito
El Sheriff de Porra City Tío Vivo
Policarpo Pulgarcito
1966 Pepsi-Cola presenta a Pepsiman Pulgarcito
Doña Pura y Doña Pera, vecinas de la escalera Tío Vivo
Kina San Clemente presenta a Kinito Pulgarcito
1966-1970 Pepe Gotera y Otilio, chapuzas a domicilio Tío Vivo
1981-1983 Tete Cohete Mortadelo
1986-1990 Chicha, Tato y Clodoveo, de profesión sin empleo Guai! Grijalbo, Ediciones B
7, Rebolling Street

Enorioù

kemmañ

A-zivout an enorioù e tisklêrias Francisco Ibáñez Talavera :

Evidon-me, an enor gwirion zo pa welan ar bugel-se o tont da gaout ur sinadur war al levrig, o teurel ur sell laouen warnon, digor-bras e zaoulagad, pa soñj dezhañ emañ e-tal un doare haroz, ha pa lavar e vamm dezhañ Met, Pepito, ha ne felle ket dit lavaret un dra bennak d'an ao. Ibáñez ? Mut e chom Pepito avat, digor-bras e zaoulagad, hag e kemer al levr sinet evel pa vefe ar brasañ teñzor a zo er bed. An enorioù pe an testenioù ofisiel... Un testeni am eus hag a lavar : Brec'hiet enep ar vrec'h eo Francisco Ibáñez , an testeni talvoudus nemetañ eo ! [c'hoarzhadeg] [24]

  • 1994 : Priz Meur Saloñs Etrebroadel ar Bannoù-treset e Barcelona, evit holl e oberennoù.
  • 2002 :   Medalenn aour Dellid an Arzoù-kaer • Priz Ós Saloñs Etrebroadel ar Bannoù-treset e Madrid (Expocómic 2002), evit holl e oberennoù.
  • 2008 : Priz Notario del Humor, Skol-veur Alacant[25].
  • 2021 :   Creu de Sant Jordi ("Kroaz Jord a Lydda"), Generalitat de Catalunya[26].
  • 2022 : Medalenn aour an Dellid Sevenadurel, kuzul-kêr Barcelona[27].

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

kemmañ
  • (es) Cara, Diego. El Tebeo Español y sus Autores /2. Almería : Colombia, 2008 (ISBN 978-84-934715-8-3)
  • (es) Cuadrado, Jesús. Atlas español de la cultura popular: Diccionario de la historieta y su uso 1873-2000, tomo 1. Madrid : Ediciones Sinsentido, 2008 (ISBN 978-84-89384-23-1)
  • (es) De la Cruz Pérez, Fernando Javier. Los cómics de Francisco Ibáñez. Cuenca : Ediciones de la Universidad de Castilla-La Mancha, 2008 (ISBN 978-84-8427-600-5)
  • (es) Fernández Soto, Miguel. El mundo de Mortadelo y Filemón. Palma de Mallorca : Dolmen Publicaciones, 2005 (ISBN 978-84-96121-86-7)
  • (es) Guiral, Antonio. El universo de Ibáñez: De 13, Rue del Percebe a Rompetechos. Barcelona : Ediciones B, 2009 (ISBN 978-84-96121-86-7)
  • (es) Ramírez, Juan Antonio. La historieta cómica de postguerra. Madrid : Editorial Cuadernos para el Diálogo, 1975.

Notennoù

kemmañ
  1. (es) 'El Diario, 15/07/2023'. Kavet : 30 Mae 24.
  2. Escuela Bruguera e spagnoleg, diwar anv an ti-embann Bruguera bet staliet e 1910 e Barcelona hag aet da get e 1986.
  3. Fernández Soto, 2005, p. 7.
  4. 4,0 4,1 ha4,2 De la Cruz Pérez, 2008, p. 9.
  5. 5,0 ha5,1 De la Cruz Pérez, 2008, p. 25.
  6. Fernández Soto, 2005, p. 17.
  7. Fernández Soto, 2005, p. 18.
  8. De la Cruz Pérez, 2008, pp. 38-40.
  9. (es) Delhom, José María. Catálogo del tebeo en España – 1865/1980. Barcelona : Círculo del Comic, 1980, p. 83 (ISBN 978-84-86404-02-4)
  10. Fernández Soto, 2005, p. 19.
  11. 11,0 ha11,1 De la Cruz Pérez, 2008, p. 38.
  12. De la Cruz Pérez, 2008, pp. 219-221.
  13. (es) La Gaceta del Norte, 04/07/1973, p. 3. Kavet : 30 Mae 24.
  14. 14,0 ha14,1 De la Cruz Pérez, 2008, pp. 224-231.
  15. De la Cruz Pérez, 2008, pp. 238-239.
  16. (es), (ca), (gl), (eu), (vlca), (en), (fr) 'Ley 22/1987, de 11 de noviembre, de Propiedad Intelectual @ Agencia Estatal Boletín Oficial del Estado. Kavet : 30 Mae 24.
  17. (es) 'Homenaje de cómicos al rey del cómic en España @ El País, 02/06/2018. Kavet : 30 Mae 24.
  18. (es) 'Ibáñez, atado a una mesa en la Editorial Bruguera @ Diario de Jerez, 20/12/2020. Kavet : 30 Mae 24.
  19. De la Cruz Pérez, 2008, p. 37.
  20. De la Cruz Pérez, 2008, p. 33.
  21. Skrivet gant Carlos Bech, hervez De la Cruz Pérez, 2008, p. 25.
  22. Guiral, 2009, pp. 40-41.
  23. De la Cruz Pérez, 2008, p. 34.
  24. (es) 'El Diario, 03/07/2018. Kavet : 30 Mae 24.
  25. (es) 'Ibáñez y El Jueves, Premios Notario del humor '08 de la UA @ Universitat d'Alacant/Universidad de Alicante. Kavet : 30 Mae 24.
  26. {(es) 'Europa Press, 30/11/2021. Kavet : 30 Mae 24.
  27. (ca) 'Institut de Cultura de Barcelona, 16/02/2022. Kavet : 30 Mae 24.