Giovanna d'Aragona (1502-1575)

Ur pennad Giovanna d'Aragona zo ivez.

Giovanna d'Aragona y Cardona (1502-1575), a oa dugez Paliano e Rouantelezh Naplez, er XVIvet kantved. Gwareziñ an arzoù hag an embann a reas.

Giovanna d'Aragona, gant Raffaello Sanzio

Brudet eo he foltred, a vije bet graet gant Raffaello Sanzio.

He buhez

kemmañ

Merc'h henañ an dug Ferdinando d'Aragona (a-raok 1494–1542), e oa Giovanna. He zad a oa ur mab bastard d'ar roue Ferdinando Iañ Naplez ha d'e serc'h Diana Guardato. Roet e oa bet dezhañ dugelezhioù Montalto ha Castellana Folch de Cardona.

Brudet e oa kened ha hoalerezh Giovanna[1]. Gant ar prederour Agostino Nifo e oa roet evel skouer a gened en e De pulchro & de amore[2].

Pa oa erruet an armeoù gall en he bro e oa tec'het he zud da Enez Ischia. Constanza d'Avalos a oa eno ivez o chom, ha bodañ a reas ur c'helc'hiad skrivagnerien en-dro dezhi. En o zouez e oa ar varzhez Vittoria Colonna, pried da Francesco Ferrante d'Ávalos, hag a oa niz da g-Constanza.

E 1521 e timezas Giovanna, hervez youl an impalaer santel Karl V, da Ascanio Iañ Colonna, , eil dug Paliano, ha kont Tagliacozzo (1495-1555), hag ivez enebour bras d'ar pab Klemez VII.

Ascanio a oa breur da Vittoria Colonna, a oa mignonez vras da Giovanna. Dont a reas Ascanio ha Giovanna da vout duged Tagliacozzo.

C'hwec'h bugel o doe. En o zouez Marcantonio Colonna, trec'hour emgann Lepanto e 1571.

Giovanna he devoa heuliet he fried da Marino. Koulskoude ne oa ket evurus gantañ rak dilezet e veze.

E 1538, gant bennozh an impalaer, e kuitaas he fried da vont gant he bugale da chom da Ischia. Daoust da se e chomas mignonez da Vittoria.

Gant he c'hoar Maria ha gant Constanza d'Avalos, e roas harp d'an doueoniour spagnol Juan de Valdés (1505 –1541).

Ascanio Colonna a c'houlennas digant ar Jezuited lakaat e wreg da zistreiñ gantañ : Ignas Loyola a gasas an Tad Bobadilla e 1539 da Naplez, hag an Tad Araoz e 1542, hag e 1552 ez eas e-unan d'he c'haout, met kazeg a reas bep tro.

Dizimeziñ a reas Giovanna e 1550. Nac'h a reas distreiñ d'he fried met harp a roas dezhañ pa nac'has paeañ an taos war an holen d'ar pab.

E 1554 ez eas da Roma en-dro hag e 1555 e voe prizoniet, war un dro gant he bugale, er palez Colonna war urzh ar pab Paol IV ha dalc'het evel ostajez. Hennezh a felle dezhañ dimeziñ darn eus e nized da verc'hed Giovanna. E Venezia, enebet ouzh ar pab, e savas droug ouzh Paol IV e metoù an arzourien hag an embannerien a oa bet skoazellet ganti a-raok.

D'an 31 a viz Kerzu 1555 e teuas Giovanna a-benn da dec'hout, gwisket en matezh, da Tagliacozzo gant he bugale hag he c'hoskor.


En 1560, goude marv ar pab Paol IV, e tistroas da Roma ma teuas da vezañ un oberourez brudet e buhez politikel ha relijiel Italia.

Barzhonegoù

kemmañ

Ar barzh Girolamo Ruscelli a rentas enor dezhi en e zastumad tri c'hant barzhoneg italianek[3].

Ar poltred

kemmañ

Ar poltred anezhi, un eoullivadur war lien, cm 120 x 90, hiziv e Mirdi al Louvre,a voe graet war-dro 1518, war urzh ar c'hardinal Bernardo Dovizi da Bibbiena, ha kaset evel prof e 1518 da Frañsez Iañ , roue Bro-C'hall. Gwelet e voe gant Alfonso Iañ d'Este e Fontainebleau e miz Du 1518. Hervez Giorgio Vasari e oa bet livet ar penn gant da Raffaello Sanzio e-unan. Raffaello koulskoude, pa gasas kartoñs da dug Ferrara, a skrivas e oa bet livet penn-da-benn gant un eiler


Nevesaet e voe gant Francesco Primaticcio e 1540.

Notennoù

kemmañ
  1. Georges Duby, L'amore e la sessualita , embannadur nevez kresket, troet diwar ar galleg gant Valeria Bajo, Corrado Petrocelli ha Raffaele Licinio, Bari: Dedalo, 1994, ISBN 88-220-0537-6, p. 414
  2. Augustini Niphi medicis Libri duo, De pulchro primus. De amore, secundus, Lugduni : apud Godefridum, & Marcellum Beringos, fratres, 1549
  3. Girolamo Ruscelli, Del tempio alla diuina signora donna Giouanna d'Aragona, fabricato da tutti i più gentili spiriti et in tutte le lingue principali del mondo, in Venetia : per Plinio Pietrasanta, 1554

Levrlennadur

kemmañ
  • G. Alberigo, «ARAGONA, Giovanni d'». In: Dizionario Biografico degli Italiani, Vol. III, Roma: Istituto dell'Enciclopedia Italiana (on-line)
  • Donata Chiomenti Vassalli, Giovanna d'Aragona : fra baroni, principi e sovrani del Rinascimento, Milano : Mursia, 1987
  • (en) Robin, Diana Maury, Larsen, Anne R. and Levin, Carole (2007). Encyclopedia of women in the Renaissance: Italy, France, and England. ABC-CLIO, Inc.