Ur gouriz diorged zo ur seurt gouriz, met ur benveg kentoc'h eget ur pezh dilhad pa veze graet en houarn ha gant ur potailh stag outañ, a veze lakaet d'ar merc'hed, gant ar baotred, evit mirout outo da gaout darempredoù reizhel.
Abaoe ez eus bet ijinet re all evit lakaat d'ar baotred ivez.

Ur gouriz diorged evit paotred

Kalz mojennoù zo en-dro d'ar gourizoù diorged. Hervez ar vrudetañ anezho e vijent bet graet er Grennamzer, hag e vezent lakaet gant brezelourien ar Groaz d'o gwragez, a-raok mont da Balestina. Graet e oant evit doare, da ziwall diouzh ar gwalladennoù, hag ouzh an temptatur. E gwirionez n'eus prouenn ebet a gement-se na roud ebet eus ar gouriz kentañ a-raok ar XVvet kantved, da lavarout eo 100 vloaz war-lerc'h dibenn ar Groazadeg diwezhañ. Ma'z eus bet gourizoù diorged er Grennamzer, n'eus ket bet kalz anezho, ha gant an doare da labourat an houarn (pe ur metal all) e vije bet gwall ziaes da ober ur gouriz da zougenn pell amzer[1]

Hervez an istorourien e vijent deuet da vare an Azginivelezh kentoc'h, hag implijet gant ezhec'h kozh gwarizius ha pinvidik evit diwall vertuz o gwragez yaouank, kalz yaouankoc'h evite.
Ar pezh a zo sur avat eo ez eus bet implijet lod da virout ouzh ar vugale da c'hoari gant o filipig etre 1700 ha 1930.

Daou c'houriz zo diskouezet e Mirdi Cluny en Pariz. An hini kentañ n'eus anezhañ nemet ur c'helc'h goloet a voulouz hag ur seurt asied houarn a vije bet douget gant ar rouanez Caterina de' Medici.


Ouzh ar c'hoari bazh-noilh

kemmañ

Adalek ar bloavezhioù 1700 betek ar bloavezhioù 1930 e lavare un toullad medisined e oa dañjerus ar c'hoari bazh-noilh evit ar baotred yaouank, ken evit yec'hed o c'horf, ken evit hini o spered. Kalzik a roudoù skrivet zo, e kazetennoù medisinerezh eus an amzerioù-hont, eus implij seurt gourizoù evit bugale ha krennarded.

Arouez

kemmañ

Arouez an oberezh sadek ha masoc'hek e vezont peurvuiañ bremañ.

Notennoù

kemmañ
  1. The Medieval Chastity Belt: A Myth-Making Process, Palgrave Macmillan


Skeudennoù

kemmañ