Guillaume Héliès

skrivagner brezhonek

Guillaume Héliès, pe Lomik Helies, ganet d'ar 14 Genver 1861 e Bodiliz ha marvet d'an 12 Mae 1941 e Lesneven, a oa beleg ha skrivagner brezhonek evit ar c'hoariva.

E Plougerne e reas e studioù kentañ, en ur skol renet gant e eontr Yann-Vari Apriwal (1842-1906). D'e drizek vloaz, e 1874, ez eas da skolaj Lesneven kent mont da gloerdi Kemper.

Beleget e voe e 1885 hag anvet kerkent da gure e parrez Lokmaria e Kemper, ha goude-se e Kraozon (1890) ha Pont-an-Abad un nebeud mizioù diwezhatoc'h.
E 1900 e voe anvet da aluzener ospital Lesneven, ma skoazellas strollad c'hoarierien kêr dre skrivañ pezhioù-c'hoari evito, dindan an anv-pluenn Gwilherm Eliez.

Pezhioù-c'hoari

kemmañ
 

Kenlabour

kemmañ

Daveoù

kemmañ