Gwagrenn
(Adkaset eus Gwagr)
Ar gwagr, pe gwagrennoù, zo organoù e korf lod loened ha hini mab-den eo o roll kenderc'hañ bouedennoù, en o zouez an hormonoù, al laezh, an halv, ar c'hwez, ar sper, an daeroù.<b Daou zoare gwagrennoù zo :
- ar gwagrennoù-enborc'hañ a gas an hormonoù a-nebeudoù er gwad ;
- ar gwagrennoù-ezvorc'hañ a gas ar bouedennoù all e diabarzh kleuzennoù ar c'horf pe war ar gorre anezhañ.
Gwagrennoù enborc'hiañ
kemmañ- Ar c'hougorfenn, a zo dindan an empenn.
- Ar c'hourjadenn, a zo en empenn.
- Ar gouzerc'hvel, a zo en empenn ivez.
- Ar gwagrennoù us-lounezh, a zo war al lounezhi.
- Ar wagrenn skoed, a zo er gouzoug.
- An toazon, a zo e kavenn ar brusk, etre an div skeventenn.
Gwagrennoù ezvorc'hañ
kemmañ- Ar gwagrennoù c'hwezpar a zo er c'hroc'hen a genderc'h ar c'hwez.
- Ar gwagrennoù soav zo stag ouzh pep blevenn ar c'horf ; soav a genderc'hont evit mirout ouzh ar c'hroc'hen a zisec'hañ.
- Ar gwagrennoù halv, a zo er genoù da genderc'hañ an halv.
- Gwagrennoù an daeroù e pep lagad evit o leizhañ.
- Gwagrennoù Brünner, a zo er benvegad koazhañ, en daouzegenn, evit aesaat ar c'hoazhañ.
- Gwagrennoù ar bronnoù, a ro laezh.
- Gwagrennoù Cowper, a zo e-kichen kan-troazh ar baotred evit lenkraat diabarzh ar c'halc'h kent strinkadur ar sper.
- Ar raksavenn, a zo un tamm eus ardivink-genel ar baotred ; kenderc'hañ a reont ul lodenn eus ar sper.
- Ar c'hellennoù sper, a zo a-dreñv raksavenn ar baotred ; kenderc'hañ a reont un dourenn karget a fruktoz evit bouta ar spergelligoù.
- Gwagrennoù Bartholin, a zo e kourzh ar maouezed evit lenkraat o gouhin.
- Gwagrennoù Skene, a zo a-hed kan-troazh ar maouezed ; p'he devez ar vaouez un oriadell e strink an dourenn a genderc'hont, en hevelep doare ha plijadur ar baotred. Par da raksavenn ar baotred eo gwagrennoù Skene e korf ar maouezed.