Gwesbyr
Gwesbyr (skrivet ivez Gwespyr) zo ur gêriadenn e hanternoz Sir y Fflint, en arvor biz Kembre. Emañ etre Prestatyn er gornaoueg ha Ffynnongroyw er reter. Nepell en hanternoz emañ Talacre hag Y Parlwr Du. E kumuniezh Llanasa emañ.
Er gornaoueg d'ar gêriadenn emañ uhelennoù Bryniau Clwyd.
Hervez Ifor Williams e teu an anv Gwesbyr eus an anv-lec'h saoznek kozh West-bury, ar pezh a dalveze "kreñvlec'h ar gornaoueg"[1]. Evel meur a anv-lec'h er c'hornad, da skouer Prestatyn, Bagillt, pe Bistre, ez eo un anv saoznek hag a zo bet kembraekaet pa oa bet adaloubet ar vro gant Kembreiz d'ar mare angl-ha-saoz.
Mengleuzioù a oa er vro, a-gozh, ha brudet e oa mein Gwesbyr evel mein dispar da sevel tiez. Gant ar mein-se e voe savet tiez ar c'hornad, met ivez chapel Wenffrewi e Treffynnon, lodennoù eus kestell Rhuddlan ha Dinbych, iliz-veur Llanelwy, Abati Dinas Basing e Maes-glas...
Notennoù
kemmañ- ↑ Ifor Williams, Enwau Lleoedd (Liverpool, 1945), p. 10.