Hōshō (douger kirri-nij)
An Hōshō (鳳翔, "Ar feniks o nijal") a voe ar c'hentañ douger kirri-nij lakaet e servij en istor Mab-den. Bez e oa ivez ar c'hentañ bag seurt-se implijet gant Morlu Impalaeriezh Japan. Ar vag, lakaet er servij e 1922, a voe implijet evit taolioù-arnod a-fed dafar, teknikoù liammet gant ar c'hirri-nij. Klasket e oa bet douaroù ha dibradañ kirri-nij eus ar vag. Ouzhpenn-se e oa bet klasket sevel kadoniezhoù brezel liammet gant an nevezintioù degaset gant ar seurt bigi nevez war an dachenn emgann. Ar vag a oa bet ur vammenn dedennus-tre evit Morlu impalaeriezh Japan. Dre al lañs roet gant an Hōshō ha gant kuzulioù ar vleinerien kirri-nij e oa bet gwellaet ar vag dre tennañ lodennoù hag a rae skoilh war ar pont nij e 1924.
Vessel class | talvoud ebet |
---|---|
Anv ofisiel | Hōshō |
Anv er yezh a orin | 鳳翔 |
Anv e kana | ほうしょう |
Brezel | Eil Brezel-bed |
Heuliet gant | Akagi |
Darvoud-alc'hwez | keel laying, ship launching, ship commissioning, ship breaking |
Oberataer | Morlu Impalaeriezh Japan |
Armament | aerlestr |
Lakaet er servij | 1922 |
Country of registry | Impalaeriezh Japan |
An Hōshō gant e strollad nij en devoa kemeret perzh e gwallzarvoud Shanghai 1932 hag e-penn kentañ ar brezel Sina-Japan e fin ar bloavezh 1937. E-pad an div stourmadenn-se, an douger kirri-nij en devoa roet harp da Lu Impalaeriezh Japan war-zouar. Sikouret en devoa da dalañ kirri-nij brezel Nijlu Broadelour Sina. Bihan e oa ar vag hag ouzhpenn-se ne oa nemet 15 karr-nij brezel war bourzh setu perak ne oa ket bet bras an efedoù war an dachennoù emgann. Lakaet e oa bet ar vag en adarmead pa oa distroet e Japan eus Sina hag e 1939 e voe troet da bag gourdoniñ.
E-pad an Eil Brezel-bed an Hōshō en ddevoa kemeret perzh en Emgann Midway e Miz Even 1942 gant ur roll a eil. Goude an emgann drastus evit Japan, e voe adkaset an douger kirri-nij evel bag gourdoniñ ha dreistbevañ a raio peurest ar brezel gant nebeut drastoù dre an dagadennoù dre aer. Goude ar brezel e voe troet d'ur vag dezougen, dindan nav beaj e voe dezouget 40 000 soudard ha trevour japanat eus an douaroù tramor etrezek Japan. An Hōshō a voe distrujet e Japan e penn kentañ ar bloavezh 1946.
Goude an Eil Brezel-bed
kemmañAn Hōshō a voe lakaet dindan sujidigezh ministrerezh an diabarzh d'an 31 a viz Eost. Distrujet e voe en Osaka etre an 2 a viz Gwengolo 1946 hag ar 1añ a viz Mae 1947 gant an embregerezh sevel bigi Kyôwa.