Hent-Houarn Loudieg – Sant-Meven
Al linenn hent-houarn niv. 5 e Rouedad Breizh e oa al linenn Loudieg – Sant-Meven ; strizh (1 metr) e oa he zreuz, ha biskoazh n'eo bet tredanaet.
Linenn hent-houarn Loudieg – Sant-Meven | |
---|---|
Ti-gar Sant-Meven e 1900
| |
Riez | Breizh |
Kêrioù | Loudieg • Medrigneg • Sant-Meven |
Istor | |
Digoradur | 1904-1907 |
Korvoerien | |
Spisverkoù teknikel | |
Niv. ofisiel | 482000 |
Hirder | 58,069 km |
Treuz | Strizh (1,0 m) |
Tredan | Ket |
Forzhioù | 1 |
Istor
kemmañE 1879 e voe divizet sevel ul linenn hent-houarn strizh etre kêriadenn La Brohinière e kumun Menezalban hag al linenn Kastellin-Landerne, dre Loudieg ha Karaez[1].
E 1883 e voe fiziet al linenn da zont en embregerezh Compagnie des Chemins de Fer de l'Ouest (CCFO), a voulc'has al labourioù kerkent.
D'ar 1añ a viz Here 1904 e voe digoret d'ar veajourien an troc'had etre Loudieg ha Saint-Lubin-le-Vaublanc e Plezeved (16,189 km) ; d'an 12 a viz Eost 1907 e voe digoret an troc'had etre Saint-Lubin-le-Vaublanc ha La Brohinière.
E-pad 46 vloaz ec'h eas al linenn en-dro, betek ma voe klozet d'ar veajourien e 1953 ; fred a voe treuzdouget drezi betek 1967.
Distaliet e voe ar roudennoù da reiñ lec'h d'un « hent glas » berzet d'ar c'harbedoù-tan.
Korvoerezh
kemmañGoude echuet staliañ al linenn, ar CCFO a fizias ar c'horvoerezh anezhi er Société générale des chemins de fer économiques (SGCCE) ; daou vloaz goude digoradur al linenn glok avat e voe lakaet dindan ar Stad c'hall, he meras adalek 1909 betek diwezh 1937. E 1938 e voe fiziet er Société nationale des chemins de fer français (SNCF), he miras betek ar c'hlozadur e 1967.
Tres
kemmañ- PK = Point Kilométrique, an hed adalek porzh-houarn Loudieg
Ehan | Kumun | PK |
---|---|---|
Loudieg | 0 | |
Ganland[2] | Loudieg | 5,335 |
Kez-Sant-Barnev | 9,235 | |
Plezeved-Perenezeg | 13,859 | |
Saint Lubin-le-Vaublanc | Plezeved | 16,189 |
Le Carguier[2] | 20,024 | |
Lanreunan | 26,494 | |
Medrigneg | 32,808 | |
Tremorae | 42,750 | |
Sant-Meven | 51.451 | |
Le Crouais[2] | Sant-Meven | 55,402 |
La Brohinière | 58,069 |
- Etre Sant-Meven ha La Brohinière e oa al linenn strizh e-kichen al linenn he zreuz boutin (1,435 m) a gase eus La Brohinière da Bloermael.
Liammoù diavaez
kemmañ- (fr) 'Archéologie ferroviaire'. Kavet : 01 Ebr 24.
Notennoù
kemmañ- ↑ (fr) Lezenn c'hall 8168 @ Gallica. Kavet : 01 Ebr 24.
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 Ehan hep ti-gar.
|
|