Kez

kumun Aodoù-an-Arvor

Kez a zo ur gumun eus Bro Sant-Brieg, e kanton Loudieg, e departamant Aodoù-an-Arvor, e Norzh Breizh. Penn kanton e oa betek 2015.

Kez
Dismantroù kastell Kez.
Dismantroù kastell Kez.
Ardamezioù
Anv gallaouek La Chaézz
Anv gallek (ofisiel) La Chèze
Bro istorel Bro-Sant-Brieg Bro-Sant-Brieg
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Sant-Brieg
Kanton Kez (betek 2015)
Loudieg (abaoe 2015)
Kod kumun 22039
Kod post 22210
Maer
Amzer gefridi
Marie-Gwénola Hollebecq
2020-2026
Etrekumuniezh Loudieg Kumuniezh - Kreiz Breizh
Bro velestradurel Bro Kreiz-Breizh
Poblañsouriezh
Poblañs 572 ann. (2022)[1]
Stankter 226 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 07′ 56″ Norzh
2° 39′ 18″ Kornôg
/ 48.1322222222, -2.655
Uhelderioù kreiz-kêr : 70 m
bihanañ 67 m — brasañ 141 m
Gorread 2,53 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kez

Douaroniezh

kemmañ
  • Erwan Vallerie ː La Chese, 1241; Chesia, 1250; Villa Chesie, 1267; La Cheise, 1302; La Cheze, 1386; La Chesse, La Cheze, 1396; Chescia, La Cheze, 1453; La Chesse, 1516; La Cheze, 1630; La Chaize, 1636

Gerdarzh

  • Dauzat & Rostaing ː sur awalc'h casis = bodad tiez
  • Bernard Tanguy ː diouzh al latin casa = ti, atant, domani, laket amañ evit ar c'hreñvlec'h.

Ardamezioù

kemmañ

En gul e leon kurunet en argant.[2].

XVIIvet kantved

kemmañ

Beskontelezh Roc'han a zo savet da dugelezh ha pariezh Bro-C'hall evit Herri a Roc'han, dre skrid-aotren embannet e Fontainebleau e miz Ebrel 1603 (enrollet ouzh Breujoù Pariz ar 7 Eost 1603) . Kez e oa ezel eus an dugelezh ha pariezh se.

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Ar c'hastell, (fortericia e 1241), dismantret.
  • Kastell "La Grange" (1610).
  • Iliz katolik Sant Andrev (XVvet); hag e oa a-raok chapel Itron-Varia ar Groaz, savet da iliz ar barrez nebeut goude 1806
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn[7].
  • Plakennoù ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudenn[8].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

kemmañ
Demografiezh
1962 1968 1975 1982 1990 1999 2006 2013
566 587 606 571 597 569 616 576
Abaoe 1962 : Poblañs hep kontoù doubl

Niver a annezidi

Melestradurezh

kemmañ
  • Olivier de Clisson aotrou Kez adalek ar 14 Mae 1370.
  • Alan VIII a Roc'han, pried Béatrix de Clisson.
  • Yann II, beskont a Roc'han, kont ar Porc'hoed, bet ganet er c'hastell Kez a 16 Du 1452.

Ardamezeg ar familhoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr)Albert Dauzat & Charles Rostaing : Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France. Larousse, 1963. Guénégaud, 1978
  • (fr)Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes-d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008
  • (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990
  • (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée. ArMen. 1992
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Deveret diouzh skoed konestabl Klison
  3. (fr)Le Pays de Loudéac et la Grande Guerre 1914-1918, Mémoire du Pays de Loudéac, Eil c'hwec'hmiziad 1995, pajenn 20
  4. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  5. (fr)Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 279, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
  6. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  7. (fr)Memorial Genweb
  8. (fr)Memorial Genweb