Hent-houarn Baod Porzh-Loeiz
Linenn Baod-Porzh-Loeiz | |
---|---|
Linenn eus Baod da Porzh-Loeiz | |
Bro | ![]() |
Kerioù tremenet | Baod, Langedig, Zinzag-Lokrist, Porzh-Loeiz |
Istor | |
Spizverkoù teknikel | |
Hirder | 35 km |
Tredanaet | nann |
Tremenerezh | |
Korvoer(ien) | Compagnie des chemins de fer du Morbihan |
kemmañ ![]() |
Hent-houarn Baod Porzh-Loeiz a oa ul linenn hent-houarn a oa etre Porzh-Loeiz ha Baod, e Bro-Gwened, e departamant ar Mor-Bihan, e Breizh.
Aotreet eo bet al linenn hent-houarn a lazioù lec'hel gant lezenn ar 1añ a viz Mae 1911, dezhi ur metrad ledander. Digoret eo bet an tennad eus Porzh-Loeiz da borzh-houarn Henbont-Kêr d'ar 5vet a viz Gwengolo 1921 hag an tennad all betek Baod dre Lokrist (Zinzag-Lokrist) d'an 8vet a viz Gwengolo 1921.
Serret eo bet evit an treizhid beajourien e 1934 ha evit an treizhid marc'hadourezh e 1939.
An tennad etre Hentbont-Kêr ha Loc'hrist a oa peder roudenn gantañ : ur rumm evit al linenn a lazioù lec'hel hag an all evit darbariñ Govelioù an Henbont dezhañ ur gobari standart.