Hippolyte (Ἱππόλυτη / Hippólutê, e gregach, diwar ἵππος / híppos, « marc'h » ha λύειν / lúein, « distagañ ») a oa merc'h d'an doue Ares ha da Otrere, e mojennoù Hellaz kozh, ha rouanez an Amazonezed war-lerc'h he mamm. Perc'henn e oa d'ur gouriz hud, roet dezhi gant he zad, doue ar brezel.

Herakles o kemer gouriz Hippolyte.
Herakles o tegas gouriz rouanez an Amazonezed da Eurystheüs, gant Daniel Sarrabat (1666–1748).

Meur a zoare zo d'ar vojenn savet diwar he fenn. Kemmesket e vez gant Antiope, a oa rouanez an Amazonezed ivez, hag a-wechoù gant Melanippe; gwechoù a vez e lenner e oa c'hoar dezho o-div. Hippolyte hag Antiope a zo kontet o-div da vezañ mamm da Hippolytos ivez, ha Melanippe, Antiope ha Penthesileia da vezañ c'hoarezed dezhi.

Herakles kemmañ

Degas gouriz Hippolyte d'e genderv Eurystheüs e oa an navet eus Daouzek trevell Herakles. Hennezh en devoa goulennet ar gouriz da reiñ d'e verc'h Admete.

En un doare eus ar vojenn e weler Hippolyte, pitilh gant Herakles, o reiñ dezhañ he gouriz. En un doare all e skrap an haroz unan eus he c'hoarezed, Melanippe, hag e c'houlenn ar gouriz en eskemm, ha pa'z eo roet dezhañ e laosk ar c'hoar da vont.

Goude-se, setu Theseüs, unan eus kompagnuned Herakles, da skrapañ Antiope, ur c'hoar all da Hippolyte. Hag an Amazonezed war e lerc'h. An doueez Hera, enebourez veur Herakles, he deus savet ur vrud diwar-benn Herakles a vije deuet da skrapañ Hippolyte, rouanez an Amazonezed. Met dont a ra Theseüs ha Herakles a-benn da dec'hel gant ar gouriz hud hag Antiope. Hervez un doare all eo lazhet Hippolyte gant Herakles. Evit dieubiñ Antiope, setu an Amazonezed o kouezhañ war gêr Aten, met tro wenn a reont. E doareoù all eus ar vojenn e varv Antiope en emgann.

E doareoù zo ivez e weler Theseüs o timeziñ da Antiope pe da Hippolyte, hag ur bugel dezho, anvet Hyppolytos. A-benn ar fin e timezo Theseüs da Faidra, goude dilezet e wreg kentañ, nemet marvet e vefe er gwilioud. Hervez ar vojenn ma timez Theseüs da Hippolyte ha ma tilez anezhi, e weler ar rouanez o kas an dorzh d'ar gêr hag o vont da eured Theseüs ha Faidra gant hec'h Amazonezed gant ar c'hoant d'o lazhañ holl. Siwazh d'ar rouanez, lazhet eo en abadenn, pe gant soudarded Theseüs pe gant an amazonenn Penthesileia.