Hiram Berdan
Hiram Berdan, ganet d’ar 6 a viz Gwengolo 1824 e Phelps (Stad New York) ha marvet d’ar 31 a viz Meurzh 1893, a oa un ijinour, un tenner hag ur soudard en Arme ar Stadoù-Unanet.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv-bihan | Hiram |
Deiziad ganedigezh | 6 Gwe 1824 |
Lec'h ganedigezh | Ontario County |
Deiziad ar marv | 31 Meu 1893 |
Lec'h ar marv | Stadoù-Unanet |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | myocardial infarction |
Lec'h douaridigezh | Bered vroadel Arlington |
Micher | milour, inventor |
Deroù ar prantad labour | 1861 |
Grad milourel | jeneral |
Brezel | Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika |
Skour lu | troadegiezh |
Degasadennoù
kemmañBrudet eo evit bezañ degaset kalz nevezintioù d'ar c’hartouchennoù implijet en armoù-tan hiniennel betek hiziv. Kinnig a reas sevel o douilhez e laton evel bremañ, ha n'eo ket gant kouevr ken, hag a oa un danvez na c'halle ket talañ ouzh tommadur ha gwask ar gazoù da vare tarzhadenn ar poultr. Berdan a ijinas ivez ur sistem emorsiñ enbarzhet en douilhez, hag a zo unan eus an daou implijet er bed hiziv, goude an hini krouet gant ar Saoz Edward M. Boxer. Hiram Berdan en deus marilhet ur breou evit meur a arm-tan ivez. An hini brudetañ anezhe eo ar fuzuilh Berdan, deuet da vezañ arm standart troadegiezh an Impaleriezh rusian etre 1870 ha 1891.
Ouzhpenn d'e ijinadennoù e stourmas Hiram Berdan e tu an Unaniezh da vare ar brezel diabarzh er Stadoù-Unanet. Evel koronal e renas war daou rejimant en doa krouet gant souten Abraham Lincoln, ar 1st hag ar 2nd United States Sharpshooters. An unvezioù-mañ, enne tennerien-resisted, a oa karget da lazhañ a-bell ofiserien pe kanolierien enebour. Unan eus skouerioù kentañ implij unvezioù sniperien savet a ratozh-kaer eo en istor ar brezelioù[1].
Marv
kemmañMont a reas da Anaon trumm d'an 31 a viz Meurzh 1893, ha beziet e voe e Bered Vroadel Arlington.
Daveennoù
kemmañ- ↑ (en) Hiram Berdan and the US Sharpshooters, American Civil War Society UK (lennet d'ar 07/01/2025)