Eon Fanerozoek

Paleozoeg
Kambrian
Ordovisian
Silurian
Devonian
Karbonifer
Permian
Mezozoeg
Triaseg
Juraseg
Kretase
Kenozoeg
Paleogenel
Paleosen
Eosen
Oligosen
Neogenel
Miosen
Pliosen
Pevare oadvezh
Pleistosen
Holosen


An hirnantian a zo marevezh diwezhañ an ordovisian. En em astenn a ra eus 446 betek 444 milion a vloavezhioù'zo ha merket a voe gant ur maread-skorn berr ha kreñv. Diouennet e voe 60% an organegoù bev e-pad ar maread-se hag eñv n'eo ket sur e oa ar maread-skorn an abeg nemetañ.

Drevezerezhioù hiniad fin an ordovisian o-deus diskouezet e oa an temperaturioù hervez leve dioksid karbon en atmosferenn dreist holl. War a seblant e voe daouhanteret hemañ e-pad an hirnantian met ne gomprener ket perak. Posupl eo e oa bet levezonet gant gorrekadur eus astennadur goueledoù ar mor en harzoù etre plakennoù Gondwana, Laurentia ha Baltica. N'eo ket sur, avat, rak posupl eo ivez e oa ur strail kevandirel hir tre e gwalarn Laurentia.

Klotañ a ra an hirnantian ouzh darn diwezhañ ar maread kozh Ashgill.

Gwelet ivez

kemmañ

Lazhadeg ordivisian-silurian

Liammoù diavaez

kemmañ

An hirnantian war Palaeos.com