Hortus deliciarum
An Hortus deliciarum ("Liorzh ar plijadurezhioù") zo ul levr hag un holloueziadur latin bet savet en abati Hohenburg, war an Odilienberg, en Elzas, en Impalaeriezh santel roman german, etre 1167 ha 1185, gant an abadez Herrad von Landsberg (1125/1130 – 1195), a zastumas ennañ anaoudegezhioù hec'h amzer. Ouzhpenn ar skrid latin e kaver ur mil ger alamanek er skrid.
Mennet e oa da vezañ ur benveg deskiñ evit leanezed ar gouent.
An darn vrasañ eus danvez an dornskrid zo tennet eus oberennoù klasel, hag ennañ e kaver barzhonegoù, skeudennoù, sonerezh, arroudoù eus skridoù latin pe skrivagnerien arab. Barzhonegoù diwar zorn Herrad zo ivez, a voe hogozik an holl anezho lakaet tonioù warno.
Brudetañ lodenn an dornskrid eo ar skeudennoù, 336 anezho, a denn da zanvez a bep seurt : prederouriezh, doueoniezh ha lennegezh.
Bez' ez eo ar c'hentañ holloueziadur savet gant ur vaouez.
Da vare an Dispac'h gall e oa bet kaset an dorskrid orin da levraoueg Strasbourg. E 1870 e voe distrujet gant un tan-gwall abalamour da Vrezel 1870-1871. Anavezet eo ar bihanlivadurioù dre an eilennoù anezho graet gant an istorour elzasat Christian Moritz Engelhardt (17751858) e 1818, ha gant ar c'hont Auguste de Bastard d'Estang (1792-1883). Adskrivet e voe an destenn hag embannet gant Straub ha Keller etre 1879 ha 1899.
-
Babilon
Mamm ar gadalezed -
Badeziant Jezuz
-
An Iliz Santel
(Regina Ecclesia) -
Brezel
-
Skeul ar vertuzioù