Kangourou-razh musk

(Adkaset eus Hypsiprymnodon)
Kangourou-razh musk


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Diprotodontia
Kerentiad : Hypsiprymnodontidae
Genad : Hypsiprymnodon
Anv skiantel
Hypsiprymnodon moschatus
Ramsay, 1876
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar c'hangourou-razh musk (Hypsiprymnodon moschatus) zo ur bronneg godellek a vev en Aostralia ha Ginea Nevez. Ar spesad bev nemetañ eo er c'herentiad Hypsiprymnodontidae.

Bevañ a ra er c'hoadeier gleb, en takadoù stank ar struzh enno, tro-dro d'ar froudoù ha d'al lennoù.

Doareoù pennañ

kemmañ

Etre 20 cm ha 40 cm eo e gorf, gant ul lost 10 cm. Gell-gris eo e vlevenn, sklaeroc'h e gof eget e gein. Noazh eo e zivskouarn hag e lost. Kazi a-vent eo e bavioù a-raok gant e bavioù a-dreñv ha dilec'hiañ a ra en ur redek gant e bevar ezel kentoc'h eget lammat evel ar c'hangouroued.

Ar gouennañ a c'hoarvez e koulz ar glaveier, etre miz C'hwevrer ha miz Gouere. Daou golen a vez ganet an aliesañ ha chom a reont 21 sizhun e godell o mamm.

En em vagañ a ra dreist-holl diwar amprevaned, met ivez diwar buzhug, gwrizioù pe hugennoù.