Impalaeriezh Rusia
Impalaeriezh Rusia pe an Impalaeriezh rus (Российская империя, Rosiyskaya Imperiya e rusianeg) eo an anv a oa gant Rusia adalek 1721 ha ren Pêr Veur betek Reveulzi Rusia e 1917. Sankt-Peterbourg e oa ar gêr-benn.

Bez' e voe unan eus brasañ impalaeriezhioù en istor mab-den, ledet war tri c'hevandir : ne oa bet nemet Impalaeriezh Breizh-Veur hag an Impalaeriezh Vongol a oa bet brasoc'h.
Kresk galloud Impalaeriezh Rusia a oa bet liammet gant koll nerzh an nerzhioù amezek dezhi : Impalaeriezh Sveden, Kenunaniezh Pologn ha Lituania, tierniezh Kadjar Persia hag an Impalaeriezh Otoman. Pouezus-bras e voe perzh Impalaeriezh Rusia er bloavezhioù 1812–14 pa voe trec'h war Napoleon, ar pezh a lakaas fin d'e hunvre da vezañ mestr war Europa a-bezh.
An tiegezh Romanov a voe penn an Impalaeriezh adalek 1721 betek 1762, pa grogas ren ar skourr a orin german, an tiegezh Holstein-Gottorp-Romanov.
Nerzhioù lu Aozañ
- Pennad spisoc'h: Istor milourel Impalaeriezh Rusia
Nerzhioù lu Impalaeriezh Rusia a oa Lu Impalaeriezh Rusia (douarlu) ha Morlu Impalaeriezh Rusia. Gant ma oa deuet splan war-wel e oa diamzeriet dafariñ ha gourdoniñ an nerzhioù impalaeriel e-pad Brezel Krimea (1853–56) ha memes ma oa bet degaset ur c'hoant da neveziñ anezho, ez eas gwasoc'h-gwas an traoù. Luioù Bro-C'hall, Bro-Saoz hag Alamagn a oa o kreñvaat padal re an Impalaeriezh a oa o gwanaat.