Lu Impalaeriezh Rusia

Lu Impalaeriezh Rusia (e rusianeg: Ру́сская импера́торская а́рмия, tr. Rússkaya imperátorskaya ármiya) a oa nerzhioù tirlu an Impalaeriezh rusian, hag a oa bet eus 1721 betek ar Reveulzi rusian eus 1917. Tro 1850, al lu rusian a oa savet gant 900 000 soudard reoliek ha 250 000 soudard direoliek (kozaked).

Lu Impalaeriezh Rusia
Lu, nerzhioù lu
Deiziad krouiñ2 Du 1721 Kemmañ
BrezelBrezel Bras an Hanternoz, kampagn Rusia, Brezel-bed kentañ, Brezelioù etre Rusia ha Turkia Kemmañ
StadImpalaeriezh Rusia Kemmañ
Raklec'hiet gantArmy of Peter the Great Kemmañ
Heuliet gantLu Ruz, White Army Kemmañ
Deiziad divodañ14 Gwe 1917 Kemmañ
Order of battleRussian Army order of battle Kemmañ
Sant paeronJord a Lydda Kemmañ
Kimiadiñ ar soudarded, gant Augusto Ferrer-Dalmau.
1917, soudarded rusian o vont d'an talbenn.

Rejimantoù an urzh nevez

kemmañ

Tsared Rusia betek Pêr Iañ n'o devoa nemet un nebeud bagadoù a-vicher ha dre hêrezh mouskederien anvet Streltsy. Krouet e oant bet da gentañ gant an tsar Ivan Spontus. Da gentañ e oa un nerzh efedus, met gant an amzer o tremen e oa deuet da vezañ un nerzh disleal ha dizurzhiet. Pa veze brezel e veze brasaet gant peizanted rediet da gemer an armoù.

Rejimantoù an Urzh nevezh, pe rejimantoù an urzh estren (Полки нового строя pe Полки иноземного строя, Polki novovo (inozemnovo) stroya), e oa an doare da envel an unvezioù milourel rusian savet gant Tsarelezh Rusia er XVIIvet kantved hervez an istorourien europat.

Minorelezhioù etnek ha relijiel

kemmañ

E-touez ar gozaked e oa ar vuzulmaned Tatared Mishar. Roet e oa bet postoù ofiserien da Vachkired. Muzulmaned turkek ha Bouddhisted Kalmyk a oa bet degemeret ivez e-touez ar gozaked. Ar gozaked nann muzulman o devoa ar memes statud evit ar gozaked vuzulman eus Siberia. Muzulmaned Siberia a oa ambrouget gant imamed.

Ar re vBashkirs ha Kalmyked a oa bet o stourm evit Impaleriezh Rusia a-enep nerzhioù Napoleon. Gwelet e oant evel unvezioù mat da implij evit beuziñ an enebour met ket evel unvezioù-stourm taer. Ne oant ket gwelet evel unvezioù milourel standard. Implij a raent gwaregoù hag armoù gwenn. Maouezed Bashkir a stourme er rejimantoù gant ar wazed. Kement-mañ a oa bet testeniekaet gant Denis Davidov. Nerzhioù Napoleon a oa bet o stourm a-enep d'ar re vBashkirs dreist-holl e stourmoù marc'hegiezh.

Kentañ Brezel-bed ha Dispac'h rusian

kemmañ

Pa oa tarzhet ar C'hentañ Brezel-bed, an impalaer Nikolaz II en doa fiziet penn an nerzhioù lu en e genderv, an Dug veur Nikolaz. Pa oa bet galvet ar baotred d'an armoù, al lu rusian a oa savet gant 115 divizion droadegiezh hag 38 marc'hegerezh. Ur 7 900 kanol bennak (7 100 kanol tachenn, 540 kanol-mortez ha 257 kanol ponner). Ne oa nemet 2 armead klañvdiourezh gant 679 karr nemetken. An divizionoù a oa bet ledet evel-henn : 32 troadegiezh ha 10.5 marc'hegiezh evit talañ ouzh an Alamanted, 46 troadegiezh ha 18.5 marc'hegiezh a-enep Aostria-Hungaria, 19,5 troadegiezh ha 5,5 divizion marc'hegerezh en difennerezh ar Mor Baltek hag aodoù ar Mor Du. 17 divizion troadegiezh ha 3,5 marc'hegiezh da vezañ fiñvet betek Siberia ha Turkestan.