Indicatoridae
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Piciformes | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Indicatoridae a zo ur c'herentiad e rummatadur an evned. Heñcherien(Daveoù a vank) pe Heñcherien-mel(Daveoù a vank) a vez graet eus an evned-se dre m'o deus ar brud da gas loened 'zo, evel ar ratel da skouer, war-du tolpadoù gwenan war-bouez o c'han.
Termenet e voe e 1837 gant an evnoniour saoz William Swainson (1789-1855)[1].
Diouzh Doare 6.2 an IOC World Bird List[2] ez a pevar genad d'ober ar c'herentiad :
Genadoù (renket diouzh an urzh filogenetek)
kemmañ- Prodotiscus - Sundevall, 1850 (3 spesad),
- Melignomon - Reichenow, 1898 (2 spesad),
- Indicator - Stephens, 1815 (11 spesad),
- Melichneutes - Reichenow, 1910 (1 spesad).
Seitek (17) spesad en holl ; n'eus spesad ebet aet da get (†) en o zouez. N'eus nemet an daou spesad Indicator archipelagicus hag Indicator xanthonotus na vevont ket en Afrika dre m'o c'haver en Azia ar gevred.
Pemp isspesad warn-ugent (25) bev c'hoazh hiziv an deiz.